Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Gouel 400vet niverenn Al Liamm e Karaez

E Karaez e oa bet lidet 400vet niverenn Al Liamm, e-pad Gouel al Levrioù e Breizh


D'ar Sadorn 26 ha d'ar Sul 27 a viz Here 2013 e oa bet dalc'het Gouel al Levrioù e Breizh e Karaez. Dres d'an ampoent-se e teue er-maez niverenn 400 ar gelaouenn Al Liamm.

Al Liamm 400 en abadenn Bali Breizh war Frañs 3:

Bali Breizh - Sul 8 a viz Kerzu - VO par france3Bretagne


Disoc'hoù ar genstrivadeg

Dodenn an deiz-ha-bloaz pe/hag an niver 400 a oa kinniget d’ar genstriverien. Bravat degouezh evit profañ ur c’houmanant buhez-pad d’al loread a zo bet ul loreadez. Annie Coz a oa stad enni o vezañ enoret evel-se evit he danevell Tro-c’houzoug ar verc’h henañ. N’eo ket bet eus an aesañ dispartiañ danevelloù zo. Teir pe beder a zo bet kavet dreist d’ar re all gant izili ar bodad barn (5 a dud ennañ). Ul lodenn anezho a oa bet embannet en niverenn 400, ul lodenn all a vo kavet en niverenn 401 c’hoazh. Laouen bras eo bet ar gelaouenn o resev danevelloù digant skrivagnerien ampart pe nevez. Bepred eo pal Al Liamm broudañ ar skrivañ, kas debron ar c’hrouiñ, an ijin hag ar faltazi ha gant se pinvidikaat dibab an danvez kinniget d’al lennerien. Trugarez d’an holl re o deus kemeret perzh gant ar spi e skrivint stank ha brav e-pad pell c’hoazh. Hor gwellañ gourc’hemennoù da Annie Coz.

1. Tro-c'houzoug ar verc'h henañ gant Annie Coz
2. Un Affenpinscher en ter-du gant David ar Gall
3. Pevar c'hant beaj gant Jil Penneg
3 (rampo). Glav ha heol gant Patrick Drean


Annie Coz e Karaez Patrick Drean e Karaez
Annie Coz p'he doa bet he friz: ur c'houmanant buhez-pad Al Liamm Patrig Drean war al leurenn


An diskouezadeg

Aozet e oa bet gant Brieg ha Riwal Huon un diskouezadeg a oa bet staliet e-kichen al leurenn. Kalz a dud a oa o sellet ouzh ar skeudennoù, an niverennoù kozh hag ar re nevesañ, kement ha mekanik skrivañ Ronan Huon!

Panell gentañ gant krouerien ar gelaouenn Mekanik skrivañ Ronan Huon Eil panell gant ar skipailh nevez hag un nebeud skrivagnerien


Kendiviz war al lennegezh vrezhonek
Al Liamm hag al lennegezh vrezhonek: Peseurt diazez? Peseurt dazont?

D'ar Sul beure, a-raok an digor-kalon hag ar pred evit mignoned Al Liamm hag al lennegezh, e oa bet ur c'hendiviz er sal sinema. Pinvidik ha talvoudus eo bet an eskemmoù. Un tregont den bennak a oa er sal.


Selaou ar c'hendiviz:



Al lennadeg kentañ

Hep lennerien n'eus lennegezh ebet. Sed aze ar pezh en deus bet c'hoant skipailh Al Liamm da ziskouez en ur aozañ ar "Maraton lenn"-se: lakaat war-wel ar re na vezont gwelet nag enoret: al lennerien.
34 den o deus kemeret perzh, war-dro peder munutenn pep hini. Goude bezañ bet dibabet un destenn, pe un troc'had, e oa deuet pep hini d'e dro, kozh pe yaouank, da zisklêriañ e zibab ouzh ar mikro. Sed amañ dindan un nebeud anezhe... Trugarez vras d'an holl da vezañ kemeret perzh!





Merañ - Postmaster - Aozadur al lec'hienn - Darempred - BH 2010 + BZH5