Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 70 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Ar grouerien

Krouerien Al Liamm

73 vloaz zo ez eo bet krouet Al Liamm, hag a vloaz da vloaz eo bet sikouret ar gelaouenn gant kenlabourerien a bep seurt. Setu un nebeud re anezho, bet pouezus evit ar gelaouenn.

A-us : Loeiz Bihannig, Albert D'Haese,
Andrev Latimier ha Ronan Huon er bloavezhioù 1980






Bet rener ar gelaouenn Al Liamm. Skrivañ a reas ar pennadoù-stur kentañ (niverenn 1 betek an niverenn 7). Divankañ ar pennadoù a reas goude hag aozañ niverennoù klok ivez.







Rener ar gelaouenn Tir-na-Nog  da gentañ penn ha rener Al Liamm Tir-na-Nog pa oa bet kendeuzet an div gelaouenn. Betek ar bloavezh 2003 e voe rener ar gelaouenn.








Skoazeller feal adal ar penn kentañ. Sekretour, teñzorer ha merour ar gelaouenn e voe e-pad pell. E karg eus ar c'houmanantoù e voe ivez. Sevel a rae ur c'halz eus an notennoù.







Skriverezañ ha moullañ a reas al liketennoù-kas eus 1991 betek 2002.


Kenlabourerien all

Yann Thomas : aozer liketennoù-kas eus an niverenn 45 betek an niverenn 53

Gab Cherel : teñzorer ar gelaouenn etre 1966 ha 1975 (niv. 117-173)

Didier ar Go : sekretour etre 1990 ha 1997 (niv. 206/61-300)

Alan Dipode : kenlabourer etre 1998 ha 2000 (niv. 308/9-321)



Merañ - Postmaster - Aozadur al lec'hienn - Darempred - Al Liamm 2017