Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 70 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...
Diverradenn an niverenn ziwezhañ
Al Liamm niverenn 431
Ur wezenn Nedeleg gwenn ha du war golo niverenn ziwezhañ ar bloaz... evit ur Vreizhadezig a raio ur veaj vras kontet gant D. Siberil e danevell Merry Christmas, Annaig! Kalz a genskoazell a vo kavet en istor Ur sac’hig te a dremen kostez an aod e Bro-Dreger savet gant G. Briand. E-keit-se ez eus teneridigezh etre ur verc’h hag he mamm e Begad avel ebet gant Mai Ewen. E Kemper e c’hell ar straedoù bezañ dañjerus ha degas souezh hervez Jil Penneg en e istor Angélique Taleg hag ar blenier bus.
Frondoù ar bleunioù a zo e-leizh gant Louzeier hud, louzoù ma zud, barzhoneg savet gant Y. Guillamot. Da heul eo Peñse a ra P. Tabuteau e-keit m’emañ F. Ar Morvran o kinnig e Enez Vihan.
Loig Kampion en deus skrivet ur marvailh diazezet war 6 ger a ranke implijout dre ret. E kamp KEAV oa bet skrivet Al labous e bigos aour.
E-touez ar skrivagnerien puilh o barzhonegoù emañ Fañch Peru. Plijout a ra din kontañ darvoudoù emezañ er rann Skrivagnerien.
1914-1918 : e brezhoneg... pa garont ! Sed un digarez da E. Hupel da lakaat war-wel a bep seurt dielloù, reoù anavezet ha reoù n’int ket. Brezhoneg a veze implijet evit broudañ ar Vretoned da fiziout o arc’hant en Amprest difenn ar vro da skouer.
Limerick, ur gêr en Iwerzhon, ya evel-just ! Hag un doare da varzhonegañ ivez a zispleg M. Bouessel du Bourg. Nebeut anavezet e broioù zo met pleustret kalz muioc’h er broioù saozneger. Fent a gaver en tammoù barzhonegoù berr-se, reolennoù strizh ha spered digabestr ganto.
Emgav gant levrioù liesseurt er rannoù A-dreuz lenn ha Petra nevez? 12 levr evel niver mizioù ur bloavezh. Ha 10 pajennad a Notennoù liesdanvez a zegaso preder ha keleier liesliv evit klozañ bloavezh 2018.
Laouen eo skipailh AL LIAMM o hetiñ deoc’h BLOAVEZH MAT !