NIVERENN 450 Al Liamm enlinenn!





Setu erru niverenn diwezhañ Al Liamm war al lec'hienn ha kaset ar re baper d'an ti-post! Kit buan da lenn an testennoù kinniget deoc'h!*
-- Ur stumm nevez a zo evit lenn ar gelaouenn enlinenn, n'ho po ket ezhomm eus FlashPlayer ken! --





Taolenn an niverenn:

Barzhonegoù
Talm, gant Padrig Drean
Barzhonegañ 1, gant Stefan Carpentier

Danevelloù
An ezañs hag al lili, gant Mai-Ewen
An dervenn, gant Iwan Kerbeleg
Planedenn ar vezh, gant Fañchig an Du
An amourouzien hag ar feunteun vurzhudus, gant Loig Kampion

Istor sokial ar brezhoneg
Ur c'hwezh e oa..., gant Erwan Hupel

Dielloù
K.E.A.V. 1952, gant Riwanon Kervella & H.B.

Prezegenn
Roh-Vur, skouer an drouized, ar Vretoned hag an denelour, gant Thierry Châtel


A-dreuz lenn
Petra nevez?
Notennoù
Roll pennadoù 2021

Ha bepred war lec'hienn alliamm.bzh!


Adkavit bremañ traoù ouzhpenn da lenn digoust war ho lec'hienn!

NEVEZ! Adkavit levrioù diviet da bellgargañ digoust war hol lec'hienn, evel Fri Korloko pe Skol louarn veig trebern 1!
Adlennit pennadoù bet embannet e niverennoù kozh pe goshoc'h! Ha kinnigit ar re ho pefe c'hoant da adlenn!
Pennadoù da lenn: atersadennoù gant skrivagnerien pe pennadoù skrivet gante war-eeun. Grit anaoudegezh gant ho skrivagnerien muiañ-karet!
Dielloù: dielloù a bep seurt (ha diwar-benn brezel 14) kaset deomp gant hol lennerien!
Preder: skridoù a bep seurt danvez kinniget deoc'h gant skrivagnerien, lennerien ha kement hini en deus c'hoant lodenniñ e breder.
Heklev Sevenadurel: adkavit bremañ al lodenn "Heklev Sevenadurel" digoust ha da bellgargañ war lec'hienn Al Liamm (A-dreuz lenn, Petra nevez?, Kelaouennoù ha Notennoù)!
Ar Bibl Santel: troidigezhioù eus ar Bibl gant Maodez Glanndour da bellgargañ digoust, evit lidañ 30 vloaz marv an aozour.
Ronan Huon: adkavit al lec'hienn gwestlet da Ronan Huon, skrivagner ha bet rener Al Liamm!




Plijadur deoc'h o lenn ar gelaouenn lennegel ha sevenadurel e brezhoneg penn-da-benn!

Skipailh Al Liamm


*a c'hell krouiñ ur gont war alliamm.bzh ar re o deus bet ur c'houmanant goude an niverenn 383.
Ur gont war alliamm.bzh a ro aotre da lenn enlinenn an niverennoù e-barzh ar c'houmanant adalek an devezh ma vez kaset ar stumm paper d'an ti-post.
Dre ret e vez krouet ur gont war alliamm.bzh evit ur c'houmanant niverel (ne vez ket kaset ar gelaouenn niverel dre bostel).