Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Klask

Klask ur pennad

Un tamm skoazell ?

Meur a zoare da glask a ginniger deoc'h

1) Klask roll ar pennadoù dre :

   — Skrivagner (pe troer) : Goude bezañ dibabet "Skrivagner" er roll, skrivit anv ar skrivagner. Gellet a rit skrivañ penn kentañ e anv pe e anv bihan (3 lizherenn d'an nebeutañ).
   — Titl : Dibabit "Titl" er roll, ha skrivit un tamm eus an titl emaoc'h o klask (3 lizherenn d'an nebeutañ).
   — Niverenn : Evit kaout taolenn un niverenn, dibabit er roll "Niverenn" ha skrivit un niverenn. Dont a ray neuze an holl bennadoù a gaver en niverenn-se.

Taolit evezh
Evit an niverennoù kozh eo ret skrivañ an niverennoù en ur stumm disheñvel :
• Etre Th1 ha Th7 evit an niverennoù Tir na nÓg kozh (1945-1946)
• Etre Tn1 ha Tn5 evit niverennoù all (eil stumm) Tir na nÓg kozh (1946-1947)
• K evit niverenn Kened (1946)

   — Bloaz : Dibabit "Bloaz" er roll, ha skrivit ar bloavezh emaoc'h o klask.

2) Gwelet listenn ar pennadoù dre o stumm :

   Dibabit ar stumm ho peus c'hoant ha gwedeit er pajennoù (renket int dre vloaz ha dre niverenn).
N'eo nemet listennadoù. N'hallot ket silañ ar respontoù evel ar re all.

3) Gwelet roll an troidigezhioù :

   Klikit war al liamm. Gwelet a reot an holl droidigezhioù bet embannet er gelaouenn. Implijit goude ar siloù evit bihanaat an niver a respontoù.

4) Klask holl bennadoù ur rummad :

   Laoskit goullo al lodenn gentañ, ha dibabit ar seurt pennadoù ho peus c'hoant da welet ar roll anezhañ.
Ur frazenn a lâro deoc'h n'ho peus ket skrivet mann ebet pe sellet ouzh ar rummad, ha klikit war ar ger 'rummad'.



Listennadoù pennadoù dre o stumm:


Dedennet gant an troidigezhioù?





Niverenn 471 Al Liamm
Gouere-Eost 2025 • 98 pajenn

BloazNiv.Paj.StummTitlSkrivet gant (ur steredennig a gaver dirak an droerien)
2025 471 3 Pennad-stur Gwalarn: 100 vloaz zo Skipailh Al Liamm
2025 471 7 Studi Avel hon lennegezh o c’hwezhañ Herve Bihan
2025 471 14 Barzhoneg An eur-se zo ken tost d’ar peurbad Maodez Glanndour
2025 471 16 Studi Al Liamm-Gwalarn Gwendal Denez
2025 471 21 Studi Gwalarn: ar rener hag ar merour Bernez Rouz
2025 471 40 Studi Gwalarn hag Al Liamm-Tír na nÓg Herve Latimier
2025 471 43 Studi Talvoudegezh Gwalarn ha Roparz Hemon evit Ar Vro Bagan Goulc'han Kervella
2025 471 46 Studi Avel hon lennegezh o c’hwezhañ Herve Bihan
2025 471 56 Danevell Gwalarn... Pascal Tabuteau
2025 471 65 Testeni Dispenn roudoù Gwalarn Mignoned Al Liamm

1323 skrivagner, 6290 pennad (1427 danevell, 1461 studiadenn, 1652 barzhoneg, 95 pezh-c'hoari...)


Merañ - Postmaster - Diwar-benn an toupinoù - Darempred - Al Liamm 2017