Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 70 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Levr ar miz

Levr ar miz

Rampo
Loeiza an Duigou
(2020)



Ne resever ket kalz a levrioù skrivet gant merc’hed, siwazh deomp. Met evit Devezh Etrebroadel Gwirioù ar Merc’hed e kinnigomp deoc’h lakaat war wel al levr kentañ a oa bet embannet er rummad “ZH”: Rampo, gant Loeiza an Duigou.
Ma 'z eo al levr-mañ an hini kentañ he doa ar skrivagnerez embannet gant Al Liamm ne oa ket he romant kentañ. He fevare levr an hini e oa, hag hi kustum c’hoazh da sevel itrikoù bamus, istorioù leun a fent hag a varzhoniezh war un dro.
Lizaig zo ur grennardez anezhi, gant an dro-spered a ya gant he oad. N’eo ket laouen bezañ kaset war Enez-ar-Gerveur abalamour m’he deus he mamm gwilioudet nevez zo ur babig bet krouet gant ur mignon nevez ha n’eo nemet ul lez-tad eviti. Leun a gasoni ec’h erru neuze e ti he zud-kozh, dreist-holl p’emañ eno he c’henderv ken torr-penn anezhañ, ha n’eo ket evit gouzañv hemañ!
Rediet int da dremen amzer asambles m’o deus c’hoant da brofitañ un disterañ eus o vakañsoù koulskoude. Mont a reont da bourmen war an enezenn ha desachet int buan gant un ti dilezet leun a gevrinoù. Un dasmantez, splujadenn e Istor ar vro, mojennoù ha gwerzioù, mignoniezh o vleuniañ… hag un den gour drouk. Sed aze rekipe efedus Loeiza an Duigou a oar kas al lenner.ez ganti, war vourzh hec’h faltazi.

Abaoe al levr-mañ e labour ingal Loeiza an Duigou gant Al Liamm. Kemeret he doa perzh er chomadenn gentañ 100% e brezhoneg ha 100% gwregel, p’he doa labouret asambles gant Anna Duval-Guennoc evit al levr “Tan de’i” e-pad 3 sizhun war Roc’h-ar-Gorred e Plougerne. (da lenn [e galleg] diwar-benn ar chomadenn)

Kemer a reomp tro evit sevel ur galv d’ar merc’hed a blij dezhe skrivañ: kasit ho skridoù deomp!
Al levr war katalog Al Liamm e Kuzul ar Brezhoneg



Evit kaout un tañva...




Tan de'i
Loeiza an Duigou (skeud. gant Anna Duval-Guennoc)
(2023)

Rampo
Loeiza an Duigou
(2020)



Gwelet an holl...


Merañ - Postmaster - Aozadur al lec'hienn - Darempred - Al Liamm 2017