Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 70 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Klask

Klask ur pennad

Un tamm skoazell ?

Meur a zoare da glask a ginniger deoc'h

1) Klask roll ar pennadoù dre :

   — Skrivagner (pe troer) : Goude bezañ dibabet "Skrivagner" er roll, skrivit anv ar skrivagner. Gellet a rit skrivañ penn kentañ e anv pe e anv bihan (3 lizherenn d'an nebeutañ).
   — Titl : Dibabit "Titl" er roll, ha skrivit un tamm eus an titl emaoc'h o klask (3 lizherenn d'an nebeutañ).
   — Niverenn : Evit kaout taolenn un niverenn, dibabit er roll "Niverenn" ha skrivit un niverenn. Dont a ray neuze an holl bennadoù a gaver en niverenn-se.

Taolit evezh
Evit an niverennoù kozh eo ret skrivañ an niverennoù en ur stumm disheñvel :
• Etre Th1 ha Th7 evit an niverennoù Tir na nÓg kozh (1945-1946)
• Etre Tn1 ha Tn5 evit niverennoù all (eil stumm) Tir na nÓg kozh (1946-1947)
• K evit niverenn Kened (1946)

   — Bloaz : Dibabit "Bloaz" er roll, ha skrivit ar bloavezh emaoc'h o klask.

2) Gwelet listenn ar pennadoù dre o stumm :

   Dibabit ar stumm ho peus c'hoant ha gwedeit er pajennoù (renket int dre vloaz ha dre niverenn).
N'eo nemet listennadoù. N'hallot ket silañ ar respontoù evel ar re all.

3) Gwelet roll an troidigezhioù :

   Klikit war al liamm. Gwelet a reot an holl droidigezhioù bet embannet er gelaouenn. Implijit goude ar siloù evit bihanaat an niver a respontoù.



Listennadoù pennadoù dre o stumm:


Dedennet gant an troidigezhioù?





Niverenn 37 Al Liamm
Meurzh-Ebrel 1953 • 80 pajenn

BloazNiv.Paj.StummTitlSkrivet gant (ur steredennig a gaver dirak an droerien)
1953 37 3 Kanaouenn Kloareg ar Bihan Disanv
1953 37 7 C'hoariva Ar Bank-Oaled Roparz Hemon
1953 37 39 Studi Prederiadennoù e sigur un nebeut skrivagnerion vrezhonek Youenn Olier
1953 37 48 Studi Gerioù nevez-keltiek e galleg Arzel Even
1953 37 56 Studi O klask hol lennegezh kozh Roparz Hemon
1953 37 63 Studi Ar Gouezeleg Per Denez
1953 37 69 Studi Breizh o vevañ Benead
1953 37 72 Notennoù Notennoù Andrev-L. Latimier

1308 skrivagner, 6158 pennad (1381 danevell, 1445 studiadenn, 1629 barzhoneg, 94 pezh-c'hoari...)


Merañ - Postmaster - Aozadur al lec'hienn - Darempred - Al Liamm 2017