Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 70 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...
Embannadurioù
Abaoe 1948 eo deuet Al Liamm da vezañ ivez un ti-embann. Ouzhpenn 600 levr a zo deuet er-maez, ha gallout a reer prenañ ouzhpenn 150 anezhe c'hoazh! Liesseurt eo danvezioù Embannadurioù Al Liamm:
Bep bloaz e vez embannet war-dro 5 levr nevez. Abaoe un nebeud bloavezhioù e klaskomp kinnig muioc'h a droidigezhioù met an darn vrasañ eus al levrioù a zeu er-maez a zo krouidigezhioù ha klask a reer ingal desachañ skrivagnerien nevez, a grog alies en ur embann er gelaouenn a-raok embann o levr kentañ.
Hor pal deomp-ni a zo sklaer. Reiñ ur plas d'ar brezhoneg lennegel en arroud a zo he hini: ar XXIañ Kantved.
Tri dastumad a zo bet krouet evit klotañ gant c'hoantoù lennerien vrezhonek a-vremañ:
Adkavit amañ katalogoù Al Liamm war lec'hienn Kuzul ar Brezhoneg: