Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 70 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Istor

Istor Al Liamm

Difluket eo Al Liamm Tír Na nÓg diwar kengej teir c'helaouenn a oa bet krouet goude ar Brezel : Al Liamm, Tír na nÓg ha Kened. D'ar mare se e oa gwall ziaes kaout paper ha ne oa ket deuet mat embann skridoù e brezhoneg.

E miz Genver 1945 e voe krouet Tír na nÓg e Roazhon gant Ronan Huon ha Paol ar Gourriereg, kelenner e Lise Roazhon. Ronan Huon a oa studier e skol-veur Roazhon d'ar c'houlz-se. Divyezhek e oa nav niverenn gentañ Tír na nÓg (Baradoz ar Gelted, hervez mojennoù kozh Iwerzhon).
Kened a oa bet krouet gant Pêr Denez hag Arzel Even e Roazhon hag Al Liamm a oa bet savet e Pariz gant Pêr ar Bihan hag Andrev Latimier. E brezhoneg penn-da-benn e oa an div gelaouenn-se. Da gentañ e voe un emglev gant Kened hag e 1948 e voe kendeuzet Al Liamm ha Tír na nÓg.

Pa zeuas er-maez niverenn 50 Al Liamm e 1955 e lavaras Ronan Huon, rener ar gelaouenn, e oa 465 koumananter. Gant an niverenn kant e oa bet tizhet 500 koumananter. Diwar profoù ar goumananterien vrokus e voe lakaet ar gelaouenn da vevañ. Panevet se ne vije ket bet anezhi moarvat.

Hiziv an deiz ez eus ouzhpenn 500 koumananter d'ar gelaouenn. A-viskoazh ez eus bet tud a youl vat oc'h ober war he zro, ha morse n'o deus bet an disterañ gwenneg evit o labour hag o foan.
Pêr ar Bihan a reas war-dro ar merañ e-pad bloavezhioù, skoazellet tro-ha-tro gant Loeiz Bihannig, Yann-Bêr d'Haese, Didier ar Go, Erwan Tranvouez, Briag Cherel. Reizhet e veze darn eus ar skridoù hag an notennoù gant Andrev Latimier.

Liesseurt eo bet a-viskoazh ar pennadoù bet embannet e-barzh Al Liamm e-kerzh ar 79 vloaz tremenet. 1388 skrivagner zo bet renablet ganeomp. Barzhonegoù a vez hogos bep tro. Re Maodez Glanndour, Roparz Hemon, Ronan Huon, Pêr Denez, Pêr Diolier, Youenn Gwernig zo bet evel-just ha meur a varzh all abaoe.

Troidigezhioù a vez ingal ivez. Evel evit Gwalarn gwechall ez int prenistri digor war ar bed en-dro deomp.
Danevelloù, studiadennoù war al lennegezh (re Reun ar C'halan da skouer), war ar brederouriezh (re Fañch Kerrain), eñvorennoù beaj, pennadoù skridvarn ha notennoù a c'haller lenn ingal. Ul liamm eo an notennoù etre ar vrezhonegerien ha pouezus eo evidomp kaout keleier a bep seurt, soñj hag ali hor c'houmananterien.

Bremañ ez eus 128 pajenn e pep niverenn, da lavaret eo war-dro 800 pajenn ar bloaz. Un niverenn ispisial a vez aozet e-pad an hañv (deiz-levr beaj, romant pevar dorn, skiant-faltazi, pezh-c'hoari, hag all).
Bep tro ivez ec'h embannomp skridoù aozet gant skrivagnerien nevez hag alies nevez-vrezhonegerien pa gav deomp ez eo pouezus evit ar re yaouank gellet lakaat embann o skridoù buan a-walc'h. Ma chomont kloz en urzhiataer ha diembann, ne dalvezont netra, anat. Gant ar re yaouank eo emañ amzer da zont hor yezh.

E 2011 e oa bet anvet kentañ implijiad Al Liamm abaoe krouidigezh ar gelaouenn. Raktresoù niverus a zo war ar stern hag a vo kaset da benn gant e labour ha skoazell ar skipailh (lec'hienn nevez, stumm nevez ar gelaouenn, hag all). Emañ teñzor ar brezhoneg etre daouarn ar vrezhonegerien.



Merañ - Postmaster - Aozadur al lec'hienn - Darempred - Al Liamm 2017