Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 70 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Dielloù

Pennadoù al lec'hienn

Ma Doue, ma greg, ma bro, Taldir

Er bloavezh 1909 e oa bet pedet Taldir (Jaffrenou), e wreg hag e c'hoar-gaer da eured Jean Choleau (Drouiz Yann Kemper) e Janze. Evit an eured-se en doa savet Taldir ur ganaouenn: Ma doue, ma Greg, ma bro.
Pemp vloaz zo e oa bet gwerzhet un nebeud levrioù ha paperioù gant ar familh he doa prenet e di.
Ar ganaouenn 'oa chomet e-mesk un nebeud lizheroù skrivet gant Taldir, ha setu ma roomp tro d'hol lennerien da zizoloiñ anezhi.
Kaset gant Jean-Luc Guinamant.



Ma Doue, ma gwreg, ma bro

kanet en eured Yann Choleau (Kemper)



Al labourer douar, skuizh o treiñ tu d’ar bom (bis)

Dre amzer yen ha kri evel dre amzer domm (bis)



A blij dezhañ, dindan vantell vras an oaled,

Aze’añ, pa ve noz, e-kichen e bried



Evel-se memes tra, labourer ar bluenn

Ar barzh breizhat gouestlet e vuhez d’an derzhienn,



Evit sevel e vro a gav ur meurbet aes

gwelet d’e frealziñ dremm ur wreg tiegezh



Goude emgann c’harv ha trubuilhoù e-leiz

‘Vit pezh a enorer ar muiañ e Breizh



Eürus an neb a gav d’e garout en e di

Ur wreg a bella deus e dal melkoni



Skañvoc’h e kav ar bec’h ha dousoc’h da zougen

Pa ve daouhanteret, graet gantañ div lodenn.



Neuze an avel yud a c’hall garm toull an nor

Evit antren en ti na gavo ket digor.



An drougiez estrennek n’hall mamm doc’h e galon

Ar bulumoù marvel a goll o ampoezon.



Netra n’hall strafuilhañ e ene pa’z eo sur

’n deus unan bennak ‘vitañ karantez pur



Un Doue d’adoriñ, hag ur vro da gaeraat

hag ur wreg da garout, setu ar gwellañ stad



An tri gwisk-se en-dro d’ho pruched bet dinec’h,

Dre holl en peb stourmad, c’hwi a vezo didrec’h.



Taldir






Merañ - Postmaster - Aozadur al lec'hienn - Darempred - Al Liamm 2017