Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 70 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Pennadoùigoù

Pennadoù al lec'hienn

Pennad-kaoz gant... Malo Bouëssel-du-Bourg

Da geñver Gouel al Levrioù e Karaez (26-27 a viz Here 2013) e oa bet roet priz an danevell e brezhoneg da v-Malo Bouëssel du Bourg evit e zanevell « Ar c'harnedig ruz ». Sed amañ un toullad pajennoù eus an danevell-se a vo embannet war niverenn 401 Al Liamm. Pennad-kaoz gant Malo Bouëssel du Bourg diwar-benn al labour skrivañ danevelloù.



Pegeit zo ez out kroget da skrivañ da vat e brezhoneg ? Me 'gav din e oas kroget e galleg da gentañ penn.

A zo gwir. E galleg e oan kroget, gant daou deskad barzhonegoù, Malnoë ha Feuillets d'Irlande (galleg/saozneg) e kenlabour gant ur arzourez Bulgariat evit ar skeudennoù : Daniela Jordanova. P'edon war va 43 bloaz (dek vloaz zo), em boa adkroget da vat gant studiañ brezhoneg dre bellgellenerezh gant Skol-Veur Roazhon, ha bet ur master 2. Neuze em boa pleustret da vat war ar yezh skrivet. Ha savet va labour enklask diwar-benn ar skrivagner Reun Menez Keldreg, e brezhoneg penn-da-benn. Embannet oa bet gant Alan Botrel en e zastumad Barn/Skrid. Goude al labour pleustriñ-se, ur sapre labour pa vo lavaret, em eus divizet e vefe ar brezhoneg va yezh skrivañ. Ur stourm hag ur blijadur eo war un dro. Ha dalc'het d'am ger betek-henn, nemet evit skridoù micherel rik, evel al levr am eus savet diwar-benn Produet e Breizh nevez zo. Ha c'hoazh, lodennoù divyezhek zo e-barzh. Un teskad barzhonegoù am boa savet e galleg a-raok peurechuiñ ma studioù hag am eus troet e brezhoneg evit un embann divyezhek : Daouzek kur Izidor, gant pezhioù engravet Vincent Lemesle. Nebeut goude, p'edon c'hoazh o chom en Naoned, em eus kinniget da bPaol Kalvez enrollañ e eñvorennoù buhez ha sevel ul levr diwarno. Paol Kalvez a oa bet ma c'helenner brezhoneg e lise Sant-Visant e Roazhon. Al levr-se a zo bet embannet gant Hor Yezh dindan an titl Kambr ar stered. Neuze em boa c'hoant kenderc'hel da vont war-raok ha troet em eus ul levrig kriz ha plijus diwar ar saozneg : Gouloù Salomon, bet skrivet gant un dramaour Iwerzhonat yaouank : Brian Delaney. Tamm-ha-tamm en em santen barrekoc'h da skrivañ, daoust ma rankin kenderc'hel da studiañ ar yezh a-hed va buhez (eürus din ez eo ur blijadur !). P'am boa dilojet eus Perpignañ da Vrest, goude bezañ bet anvet da rener Produet e Breizh en deus Tudual Huon kinniget din ober war-dro rubrikenn al levrioù brezhonek, evit ar gelaouenn Al Liamm. Setu e savan tost etre 70 ha 80 pennadig-barn bep bloaz diwar-benn al levrioù brezhoneg nevez deuet er-maez. Gant se e lennan kalz hag ez anavezan doare skrivañ an holl skrivagnerien a-vremañ. Ha buan ez eus deuet c'hoant din da sevel un dra bennak personeloc'h eget pennadoù-barn pe pennadoù ekonomikel evel ar re a savan evit ArMen. Setu penaos on krog da skrivañ danevelloù brezhoneg. Un hir a hent pa vo lavaret !

Penaos 'ta e teu ar soñj dit da sevel seurt danevelloù kevrinus ? diwar un hunvre ? Trumm e teu dit pe ez eo kentoc'h diwar un hir a breder ? Dibenn an istor a oa sklaer adalek ar penn kentañ pe get ? Kalz labour kempenn zo bet ?

Diaes gouzout ha diaesoc'h c'hoazh lavarout evel-just. Ul lodenn diemouez zo, par d'ul luzad ezteurel. Kar d'ar varzhoniezh eo spered an danevelloù. Nemet eo kalz poellet ar framm. Ar stummoù berr a blij kalz din, dre vras. Se zo kaoz on tik gant an haïku da skouer. A-raok kregiñ gant un danevell nevez e choman war evezh, evel ul loen-preizh, da c'hortoz e c'hoarvezo un darvoudig a gensono gant traoù bevet ha kuzhet em don-donañ. Evel ur gong eo. Magañ a ra red ar soñjoù. Kemer a ran harp war an darvoudig-se neuze. Ha goude-se e lezan ur framm da zispakañ. M'eo kreñv a-walc'h ar gong, e sav deroù ur steuñvenn diwarnañ ez-naturel. Neuze e lezan va spered da labourat digabestr. Pa 'z an da gousket da skouer... Kantreal a ra va soñjoù da heul an tudennoù. Amzer am eus... Gant ma micher hag ar pennadoù a savan dizehan, n'hellan skrivañ nemet un danevell bep bloaz ! A bep eil e lezan an danevell da sevel drezi hec'h-unan hag e prederian evit ober dibaboù, heñchañ, skarzhañ, ouzpennañ... E-pad ar vakañsoù-hañv e labouran un tammig bemdez war an danevell. Ul labour hir eo, met biskoazh n'eo poanius. Klask a ran deskiñ en ur skrivañ. N'anavezan ket fin an danevell pa grogan. Tamm-ha-tamm e tizoloan petra e vo linenn-stur an danevell ha neuze ec'h aozan an traoù evit ma vo poellek hervez al linenn-stur-se. Evit a sell "Ar c'harnedig ruz" da skouer, kroget eo an traoù gant senenn-digeriñ ar vaouez kozh he doa goulennet diganin diskoultrañ va c'herezenn. Se am eus bevet da vat. Un darvoudig dister eo, met dihunet en deus kalz traoù ennon. Ar peurrest n'em eus ket bevet, met ijinet. N'eus rouzardez ebet em buhez, ha karout a ran va gwreg (ouf !)... Petra eo al linenn stur neuze ? Soñjal ha bevañ a zo ur c'hement. Un ober eo soñjal. N'heller ket tec'hout. Un touell eo klask bevañ dre ar spered ar pezh n'omp ket evit bevañ er vuhez wirion. Atebek omp eus hor soñjoù koulz hag eus hon oberoù. Er "C'harnedig ruz" em eus c'hoariet gant forzh stadoù emouezañ : chom war evezh, krouiñ dre soñjal a-ratozh, bezañ aloubet gant ur flash, ur weledigezh, hunvreal, memoriñ, hunvaleañ... An holl stadoù emouezañ-se a genlabour er vuhez. N'eus troc'h ebet. Gwall sirius an traoù emit-hu ? Tamm ebet. C'hoant am eus da gaout plijadur o skrivañ ha da reiñ plijadur d'al lennerien. Neuze em eus c'hoariet gant sorc'hennoù revel ur paotr e-kreiz e oad, ha klasket degas un tamm fent er skrid. Ma c'hoarzhan-me, n'eo ket sur tamm ebet e c'hoarzho al lennerien, siwazh. Met ma ne c'hoazhan ket-me, ne c'hoarzho den...

Un nebeud danevelloù all a zo bet embannet war Al Liamm dija, daoust hag ur raktres levr, un dastumad danevelloù a zo ganit war ar stern ?

Plijout a rafe din embann un dastumad danevelloù un deiz bennak. Met ret e vo gortoz pell rak hervez am eus displeget, ne zeu nemet un danevell ganin bep bloaz... Ma'm bije muioc'h amzer e plijfe din kenderc'hel gant al labour treiñ ivez. Plijet bras on o lenn pennoberennoù eus ar bed a-bezh en hor yezh. Dickens, Steinbeck, Cervantes, Zweig, Jack London... Gortoz a ran ar romantoù rusian gant mall !...



Merañ - Postmaster - Aozadur al lec'hienn - Darempred - Al Liamm 2017