Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 70 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Pennadoùigoù

Pennadoù al lec'hienn

Bremaik e vo galvet huit heures da zont war ho tro



Er Vro-Vigoudenn on bet ganet dres war-lerc'h an Eil Brezel Bed. Ma zud a oa o-daou genidik eus pleg-mor Gwaien. Ma mamm a oa bet ganet e 1903 e palud Tronoan, e-kreiz an douar sabl, en un ti bihan-bihan gwarezet ouzh ar mor gant un erv vili uhel, ar pezh ne vire ket ouzh an dour da zont betek an ti da vare ar reverzhioù bras. En amzer-se ne veze komzet nemet brezhoneg du-se, met bez e oa dija ar galleg oc'h en em silañ didrouz e pennoù ar vugale, digaset gant Skol ar Republik. Ur skol a oa bet savet e 1885, war-lerc'h lezennoù Jules Ferry, tri gilometr bennak deus ti ma zud-kozh; evit an holl vugale sañset, met pa oa deuet ma mamm en oad da vont d'ar skol, e oa c'hoazh dister levezon lezennoù Pariz er c'horn-bro digenvez-se. Ar baotred a veze kaset d'ar skol, pa ne oant ket dalc'het gant al labour-douar er gêr, rak pouezus e oa evito kompren un tamm galleg da nebeutañ en abeg d'an amzer soudard... Ma mamm, hi ne oa ket bet kaset d'ar skol; paour-razh a oa ma zud-kozh, ha ret oa da bep hini gounit e damm bara; setu da eizh vloaz e oa bet kaset da vatezh en un atant bras war ar maez.

Ma zad, eñ, ganet e palud Trêgad, a oa bet er skol, ha graet en doa e amzer soudard a-raok dimeziñ gant ma mamm. Setu e ouie galleg, met ne veze komzet nemet brezhoneg etrezo evel-just, o yezh a oa, ha mamm ne gomze ket galleg.

Aet oant da chom da Bloneour, en un ti feurm bihan e-kichen ar vourc'h, hag aze on bet ganet, e 1945. Breudeur ha c'hoarezed koshoc'h am boa, hag a yae d'ar skol, setu em eus bet klevet galleg ganto diouzhtu hep mar, ha koulskoude e teu din ma eñvorennoù kentañ e brezhoneg. Ar fromoù a verk ur bugel ar muiañ a zo moarvat ar re liammet gant e dud, ken e seblant din ne vefe bet nemet brezhoneg er gêr. D'am soñj em eus bevet e daou ved dizalc'h an eil diouzh egile. Un eñvorenn fentus a zeu din eus an amzer-se. Kustum e oa ma mamm da zihuniñ ma breur ha ma c'hoar da eizh eur evit mont d'ar skol. Ma c'hoar a gouske en ma gwele, ha bep mintin e kleven ma mamm o tihuniñ anezhi en ur lavaret: "Poent sevel, deut eo huit heures bremaik. Ar gerioù galleg huit heures a oa bet piaouet gant ma mamm, met n'implije anezho nemet neuze. Ar gerioù-se a sponte ac'hanon. Ne gomprenen ket huit heures, met kompren a raen e oa un dra bennak o tostaat, ur seurt euzhvil a oa ar huit heures-se evidon, hag en em lakaen da yudal: « emañ huit heures o tont dezhi, emañ huit heures o tont dezhi ». E pad ur mare on bet gourdrouzet gant huit heures pa ne oan ket fur "Bremaik e vo galvet huit heures da zont war ho tro"... D'am soñj e kave din, hep kompren, e oa gant ar gerioù digomprenus-se un dra dianav, un dra estren, un dra spontus o tilammat en hon buhez.

Deuet eo ar mare evidon ivez da vont d'ar skol, ha bourret em eus er skol, ret eo lavar, rak ur blijadur hep par eo bet din deskiñ lenn ha skrivañ. Brasoc'h plijadur e vefe bet moarvat, ma 'm befe gallet deskiñ hevelep traoù hep cheñch yezh, met dre ar galleg int bet degaset din. Aze eo deuet an troc'h da vat gant bed ma zud. Al levrioù o deus lakaet ma bed da greskiñ, graet em eus anaoudegezh gant doareoù all da vevañ. Bed ar skol hag al levrioù n'en doa netra da welet gant ma bed-me. Er bed-se e oa seven an traoù, lakaat a rae gerioù war traoù a santen ha na vezen ket eztaolet e bed ma zud, barzhoniezh, santimantoù... Ne oa plas ebet evit yezh ma zud er bed-se, ar brezhoneg ne oa ket anezhañ nag er skol, nag el levrioù. Goulennet em eus ouzhon ma unan meur a wech, eus pelec'h e teue, met morse n'em befe kredet goulenn gant ar mestr-skol. Ar beizanted paour en-dro da ma zud a oa tout brezhoneg ganto d'ar c'houlz-se c'hoazh. Er vourc'h e komprene an dud brezhoneg, met muioc'h-mui e veze komzet galleg gant ar goñversanted. Ar vistri-skol, ar medisin, an apotiker ne gomprenent ket brezhoneg, hag a gomze galleg ouzh ma mamm. Neuze oa ret din treiñ. Diaes e oa alies pa roe Mamm urzh din da vont d'ober kefridioù er vourc'h: "Kit da gerc'hat din ul lur fourmaj rous". Goulenn a raen digant ar charkuter : "Une livre de fromage marron, s'il vous plait". Servijet e vezen, met ne oan ket hep merzout ar mousc'hoarzh dudiet ha goapaus un tamm war dremm an den. D'ar mare-se o doa kroget ar merc'hed da vont e giz kêr, an eil war-lerc'h eben; mamm a oa dilhad bigoudenn ganti. Ankeniet e veze pa veze dav dezhi mont betek Kemper, ar gêr vras, ne oa ket en he flas du-se, ha santout a raen pegen kollet e oa. Poanius e oa...

Liammet eo deuet da vezañ ar brezhoneg evidon gant an dilhad mod kozh, an dislennegezh... Graet em eus ar pezh oan kat evit ma ne chomfe netra eus ar bed-se stag ouzhin, deut on a-benn en diavaez buan a-walc'h, met dimezet on koulskoude gant ur paotr, a oa pal e vuhez reiñ d'ar brezhoneg er gevredigezh ar plas a zere outañ. N'eo ket ken aes-se moarvat diwriziennañ diouzh an nen ur yezh he deus ambrouget e selloù kentañ war ar bed... Bevet em eus betek n'eus ket keit-se 'zo e galleg, ha leun a blijadurioù a bep seurt am eus bet gant ar yezh-se, met pa soñjan mat ez eus bet bepred un hed etre me hag ar galleg, evel ma vefe ar yezh-se, yezh unan all, ha ma gerioù, pa glasken skrivañ dreist-holl, gerioù laeret. Pell em eus gortozet a-raok deskiñ skrivañ ha lenn e brezhoneg, met p'on en em lakaet da skrivañ, eo deut ar blijadur diouzhtu, sklerijennet eo bet gant ar skritur gerioù ha pozioù fromus met diresis ma brezhoneg komzet, ur yezh kaer-kenañ a zo deut war wel, hag ar yezh-se eo ma hini...



Merañ - Postmaster - Aozadur al lec'hienn - Darempred - Al Liamm 2017