Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 70 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...
Pennadoù al lec'hienn
|
Ken pell ha ma c’hell mont ma soñj war-gil, da heul bann-sklêrijenn ma memor, war-du amzer ma bugaleaj, e teu bep taol ar memes taolenn dirak daoulagad ma spered :
E ti ma zad-kozh emaon, e porzh-mor Lechiagad, er Vro-Vigoudenn. Ar goañv a zo. Mare koan eo. Pevar den a zo tro-dro d’an daol grenn, war bep a gador, e-barzh ar gegin. Dindanon, war pladenn ma c’hador, e vez ganin un dorchenn dev, din da vezañ uhel a-walc’h evit lipat ma yod, gant ul loa vihan, e-barzh ma flad aluminium. Emañ Tad-kozh e-barzh an tu-dehou din, Mamm e-barzh an tu-kleiz ha Mamm-gozh a-dal din, en tu all d’an daol, eviti da vezañ an tostañ deus ar fourno. N’emañ ket ma zad ganeomp. Biskoazh n’em eus gwelet liv e benn c’hoazh. Prizoniad eo e Bro-Alamagn, abaoe tri bloaz, hervez m’he deus lavaret Mamm din. Brezel a zo gant ar broioù, war am eus komprenet. Setu m’eo aet ma zad d’ober brezel... met, e-barzh ma spered bugel, Tad-kozh an hini eo ma zad.
Ar c’hazh, Bibich Rouz, a zo ivez ganeomp. En e c’hourvez emañ, e-harz traoñ ar fourno, moredet evel boaz. Bep an amzer e sellan outañ. Ne ra van ebet ouzhin. Ar c’hizhier, goût a rit, a zo loened didrouz, digaz ha dizalc’h. Ne oar hennezh sujañ nemet ouzh Mamm-gozh. Hi eo a ro dezhañ e voued. Paourkaezh loen, a oar lavarout Tad-kozh ouzh ar c’hazh. Met ezel eus ar familh eo Bibich Rouz memestra.
Lakaet ez eus bet din, gant Mamm-gozh, un tamm amann da deuziñ e kreizig-kreiz ma fladad yod. Flour-tre ar yod ouzh ma staon. Ar re all a zo gant o soubenn besked. Martolod eo Tad-kozh, mestrouer pa lavarin mat. Pep hini a ya gant e voued.
Serret eo bet ar stalafioù. Noz a zo er-maez. Al lamp petrol, war e droad e-kreiz an daol, e sav e flammenn velen e-barzh e gorzenn wer tanav hag a lak’ anatoc’h c’hoazh kannder koefoù an div Vigoudenn ouzh skramm an teñvalder a ren e foñs ar gegin. War barlenn ar ganastell, e korn pellañ ar pezh, ez a an dihuner ingal gant e dik-tak peoc’hus. Didrouz eo an ti. Bep an amzer e sav kaoz gant ar re vras. N’eus nemet brezhoneg ganto. Me o selaou, digomz, tra ma tiwan ennon, hep gouzout din, elfennoùigoù kentañ ar yezh komzet gant ma zud.
Amzer gwechall e oa. Eürusat bugaleaj an hini eo am eus renet em yaouankiz tener ! Ne oa bugel nemedon en ti. Karet gant an holl. Luskellet, diwallet, maget. Alies e veze Tad-kozh er gêr, peogwir ne c’helle ket ar bagoù mont war-vor dre ziouer a eoul-maen, ar « mazout » evel ma veze lâret, abalamour d’ar brezel. Bep mintin, e ouie Tad-kozh mont d’ar Beg, betek kal bras Lechiagad, ha me gantañ, a-c’haoliad war e chouk. Daou vloaz hanter ne oan ken. Ha kaoz gant ar vartoloded e penn-laez ar c’hal bras, e-harz an tour-tan. Me o selaoue, didrabas, em bleud e oan gant ma zad-kozh.
Bemdez, da un eur goude merenn, e lâre Mamm din : « Bez’ emañ ar “patrouilh” war-bouez ober e dro. Poent eo dit mont d’ober da gousk-kreisteiz ». Douget e vezen neuze ganti d’he c’hambr, war-laez, dre an diri koad koaret. Ha keit ha ma oa Mamm o tennañ ma dilhad diwarnon, e-kichen prenestr ar gambr, e lâre-hi din : « Sell, emañ ar “patrouilh” o vont gant e dro ». Neuze, avat, e oa dedennet ma selloù gant daou soudard alaman, bep a fuzuilh ganto ouzh o skoaz, o kerzhout hebiou d’an ti gant ar wenojenn a gase betek an aod, kant metr pelloc’h. Setu e oa ar “patrouilh” a verke din, bemdez, an eur da vont d’ober ma c’housk-kreisteiz. Ne oan ket ken fier-se, memestra. Er vro e oa an Alamaned. Ur wech a oa memes, soñj mat am eus, ma oa deuet un ofiser Alaman du-mañ, gant tri soudard, da furchal e-barzh an ti. Lâret e oa bet din, pa oan deuet brasoc’h, e furche ar soudarded en tiez evit gouzout hag-eñ ne vije ket bet bagoù o tegas armoù eus Bro-Saoz evit paotred ar Rezistañs.
Aet en tu all d’am fevar bloaz, e oan boazet da vont da redek ma reuz e karter ar Beg, dre ar straedoù treuz-didreuz, gant ar baotred all. Ar re vras, seizh pe eizh vloaz, a ouie lakaat da ruilhañ kelc’hioù houarn chomet war-lerc’h barrikennoù kozh didalet. Ar re vihan, eveldon, e oa o flijadur stlejañ war o lerc’h trenioù bihan fardet gant boestoù-mir goullo war-lerc’h sardin dre eoul, ha staget ar boestoù-se an eil ouzh eben gant tammoù fiselenn. Ha youc’hadennoù hed-ha-hed ar straedoù… Kerkent e lâre ur penn-sturier bennak : « ha ma yafemp d’an aod ! ». Hag ar vandennad ha mont, evel un nijadeg filiped, da redek war ar c’herreg, ha mein d’ar gouelini, n’eo ket c’hwi ’lâr ! Gwechoù all, e vezemp o vont da c’hoari e-barzh ar c’hanojoù chomet war ar sec’h. Bourrañ a raemp ! Met kerkent-all e teue mestr ar c’hanod warnomp : « A bastagn, lavagnoned ! Lammit kuit deus ma c’hanod pe me ’lako deoc’h ho fri a-dreñv ho kein ». Hag ar filiped war-nij en-dro. Na pet gwech e oa degouezhet ganin dont en-dro d’ar gêr gant ma botoù-koad pe ma c’halochoù karget a zour mor, pe c’hoazh diskroc’henet ma fennoù-glin ! Ha trouz da gaout, neuze, digant Mamm. Met petra faot deoc’h. Evel-se e oa.
Dont a reas un devezh, e 1945, ma lâras Mamm din, dialanet tout : « Echu eo ar brezel. Emañ da dad o tont d’ar gêr en-dro. Erru eo er Gelveneg. Deus ganin ». Gant bag an treizher eo e oamp aet d’ar Gelveneg, en tu all da borzh-mor Lechiagad, en arbenn d’an tad n’em boa gwelet morse e benn c’hoazh. Pebezh stokadenn evidon ! N’anavezen ket an den-se, gant e lunedoù ront, e zremm rous hag e bennad blev, du evel askell vran. War kal kozh ar Gelveneg, tra ma oamp o c’hortoz bag an treizher da zont, en doa ma zad savet ac’hanon a-us d’e benn evel ur pakad truilhoù kozh. Ha me a yude forzh ma buhez en ur c’hervel ma zad-kozh. Spontet e oan. Met ar pep gwashañ a oa c’hoazh da zont, soñjit kentoc’h : ma gwele bihan a oa e kambr ma mamm. Bemnoz, a-barzh na vezen lakaet e-barzh ma gwele bihan, e vezen ur pennadig gant ma mamm e-barzh he gwele bras. Ya met, degouezhet ar prizoniad er gêr en-dro, e oan bet skarzhet diouzh ar gwele bras. Setu mouzhet ar mab, klañv ma oa-eñ gant ar warizi ! Kontet e oa bet din, diwezhatoc’h, ne voe ket bet gwelet mui liv ma fenn, tro-dro d’an ti, e-pad tri pe bevar devezh. Aet e oan da glask repu, sañset, ha frealzidigezh ivez, d’am soñj, digant ma c’hamaradez muiañ-karet, Sylvaine Kourot, a oa o chom a-dal d’ar porzh-mor, e-kichen chanter Pêr Merour, charpanter bagoù anezhañ.
Mont a reas an amzer hebiou. Dont a reas, koulskoude, cheñchamantoù bras em buhez goude distro ma zad. Kaset e oa bet hemañ, war e vicher, d’ul labouradeg legumaj e Banaleg. Dilojadeg gant ar familh. Kollet ganin tud meuriad ma bugaleaj. C’hwec’h vloaz e oan pa oan bet kaset, d’ar wech kentañ, da skol ar gomun e Banaleg. Paket em boa brezhoneg e ti ma zad-kozh, met ne oan ket, evit-se, dizesk-krenn war ar galleg. Ma ne oa nemet brezhoneg, e Lechiagad, gant ma zud-kozh, ar moerebed hag an eontred, ma mamm a ouie ivez komz din e galleg peogwir ez eo gant ar galleg e ranke mont, hervez lezenn ar Republik, ar bed sivilizet. Setu boazet e oan bet ouzh an div yezh. Met, o vezañ ma oan skoliataet e galleg, e oa tonket da yezh ma bro c’henidik chom diwar-lerc’h. Bez’ e voe ur wech, soñj mat am eus, war porzh ar skol e Banaleg e oa, ma voe bet kaset ur skoliad eus ma c’hlas d’am c’helaouiñ e-giz-mañ : « Toi, tu es nouveau ici, mais, ici tu sais, on n’a pas le droit de parler breton ». Ur paotrig sentus e oan, ha lent un tammig. Ne oan ket evit meizañ e oa bet lakaet gant ar Jakobined, hag abaoe pell a oa, falc’h an Ankoù war chouk ar brezhoneg.
Setu e oan aet da heul ar c’hiz. Ar galleg eo a astenne e zomani. Brezhoneg a veze c’hoazh er gêr, dreist-holl goude ma oa bet marvet Tad-kozh ha deuet Mamm-gozh da chom ganeomp er gêr, e Banaleg. Ganet e oa bet-hi e penn-diwezhañ an naontekvet kantved, setu ne ouie-hi na lenn na skrivañ. Distripañ a rae galleg saout. Ret e oa deomp mont dezhi e brezhoneg. Koulskoude, ne vije ket bet diwar-se startijenn a-walc’h, a gav din, evit lakaat yezh ma bugaleaj da vleuniañ war ma muzelloù en-dro. Mervel a reas Mamm-gozh. Aet e vije ma zamm brezhoneg da goll, me ’soñj, pa ne vije ket bet eus un devezh a viz C’hwevrer, e 1974, ma voe cheñchet penn d’ar vazh, krenn.
O labourat e Landerne e oan da neuze. Dimezet abaoe dek vloaz. Ganet deomp div verc’h. Un devezh, o tont deus ma labour e oan pa lâras ma gwreg din :
— Ha klevet ’teus ar c’heloù ?
— Ar c’heloù ! Piv ’zo marv ’ta ?
— Den ebet. Peul bras an Tele, e Roc’h-Tredudon, eo a zo bet pilet. N’eus tele ebet mui ha ne vo ket, sañset, a-raok daou pe dri miz ac’hann.
Setu-ni paket brav, Tudoù. Petra a c’hellfemp ober, er c’heit amzer-se, e-tal an tan goude koan evel ma lavar Anjela Duval. Div verc’h dindan pevar bloaz a oa du-mañ dija ! Dre voneur, e teuas soñj din e oa en tu bennak er grignol daou levr brezhonek e-touez ar paperioù kozh. Galv ar yezh an hini eo, a gav din, a darzhas em spered evel ul luc’hedenn. Bev e oa c’hoazh ennon gwrizioù ar yezh. Ya, santout a raen sevel ennon c’hoant da dostaat ouzh ar brezhoneg en-dro. Lenn brezhoneg, setu aze peadra d’am diduiñ e-pad an nozvezhioù hep skinwel. Ha me ha mont da ziskoachañ an daou levr-se, ma oa unan deuzouto levr katekiz ma zad bet embannet e penn-kentañ an ugentvet kantved gant eskopti Kemper ha Leon ha, diouzh egile, ul levr evit ar vugale, skeudennaouet kaer, ha bet embannet gant ti-embann Olole, Landerne. Ha bec’h dezhi ! Ya met blev, Tudoù, me ’lâr deoc’h, evit kompren tra pe dra gant ar pennadoù skrivet e brezhoneg e levr katekiz ma zad. Ma oan c’hoazh barrek a-walc’h da gompren ar pep brasañ eus brezhoneg tro an ti, evit lenn ne oan gour. Ha me 35 bloaz da neuze. Ha me dipitet, fuloret diwar ma divarregezh da gompren ar pezh a veze skrivet e yezh ma bro.
N’eo ket c’hwi ’lâr ! Dav e oa din dont a-benn deuzouti. Da di ma zad ez is, da lavarout dezhañ ma c’hoant e-keñver ar brezhoneg. « Setu aze ! Te voilà devenu celtisant, » a lâras-eñ din. Bremañ e vefe lavaret “brittophone”, goût a rit. War ma sikour e teuas ma zad. Prezantet e oan bet gantañ d’ur c’hamarad dezhañ, un den a iliz, ar Frer Laorañs Stephan, eus Urzh ar Frered Lamennais. Kenlabourat ar rae Laorañs gant ur Frer all, Visant Seite, evit mad ar brezhoneg. Sevel hag embann a raent levrioù evit kelenn ar yezh. Ganto eo ez on bet renet, donoc’h-don, war hentoù dudius yezh ma bro. Dre bleustriñ war kentelioù dre lizher Visant Seite e oan deuet da benn a vestroniañ ar yezh. Laorañs Stephan eo a roe din levrioù da lenn, ha bet skrivet gant : Y. Drezen, J. Riou, J. Kerrien, T. Malmanche, Y. ar Gow, Y. ar Floc’h, I. Krog, Langleiz… Nag a blijadur em eus bet.
Skoazellet on bet ivez gant tud ma familh. Fier e oa ma mamm o welout he mab o tont d’ar brezhoneg en-dro. Diwar-se, ne veze nemet brezhoneg ganeomp ha gant tud ma familh. Etre 1977 ha 1980, em boa bet tu da enrollañ ar moerebed hag an eontred a gonte din doare amzer o bugaleaj eus fin an naontekvet kantved pe penn-kentañ an ugentvet kantved. Enrollet em boa e-giz-se 35 minikasedig evit adperc’hennañ ma lodenn sevenadur bet kollet ganin e-pad ma bloavezhioù divrezhonek. Paotr ar brezhoneg e oan deuet da vezañ evit ma c’herentroù kozh, Doue d’o fardono.
Krog e oa tan ar brezhoneg ennon. Dre ma oan dalc’het gant ma micher, em boa ranket gortoz ken e vijen deuet war ma leve evit en em ouestlañ da vat d’ar skrivañ e brezhoneg. Emichañs e chomo bev an tan-se ennon c’hoazh ken na vin aet da ludu gantañ. Na kaerat tremenvan !
30 a viz Meurzh 2014