Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 70 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Toupinoù

Implij an toupinoù war lec'hienn Al Liamm

Nebeut-tre a doupinoù a vez implijet war al lec'hienn-mañ.

O vezañ ma kinnig Al Liamm krouiñ ur gont war hol lec'hienn e vez dastumet un nebeud titouroù (hoc'h anv, anv-bihan, ho chomlec'h postel). An titouroù all (a denn d'ho koumanant) a zo meret gant binvioù diavaez. Ar gerioù-kuzh a zo gwarezet dre hachañ anezhe.

Gant binvioù diavaez e reomp evit merañ ar c'houmanantoù d'ar gelaouenn ha kas posteloù.

Stadegoù a zastumomp gant hoc'h asant evit gouzout pet a dud a zeu war hol lec'hienn ha peseurt pajennoù a vez gweladennet gante. Ne viromp ket ar chomlec'hioù IP ha dre ma vez meret an ostilh-se ganimp end-eeun e chom en hon dalc'h an holl daveoù. Evit kement-se ec'h implijomp ar meziant Matomo, savet gant Framasoft hervez reolennoù an RGPD. Dizanv eo an holl daveenoù dastumet (koachet e vez 2bytes eus ar chomlec'h IP, erlec'hiet e vez al lesanv gant unan all...). Ar gwir ho peus da c'houlenn ma vefe diverket an holl pe ul lodenn anezhe en ur gas ur postel deomp.
Dre vras e klask Al Liamm dastum an nebeutañ posupl a roadennoù personel. Klask a reomp ivez ober gant ar servijoù retañ hepken, ha dibab a reomp ar re o deus brud vat hag a zo dieub. N'eus tamm bruderezh ebet war hon lec'hienn ha n'eus tamm skript ebet o tont eus an diavaez a c'hallfe dastum roadennoù eus o zu.

Ar roadennoù a viromp war hon lec'hienn ne vezont ket gwerzhet nag eskemmet. Chom a reont e kerc'henn Al Liamm hepken. Herberc'hiet eo hon lec'hienn war ur servijer personel meret ganimp penn-da-benn.

Mar fell deoc'h gouzout hiroc'h, diverkañ ho kont pe ho titouroù e c'hellit dont e darempred ganeomp dre bostel.



Merañ - Postmaster - Aozadur al lec'hienn - Darempred - Al Liamm 2017