Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 70 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Klask

Klask ur pennad

Un tamm skoazell ?

Meur a zoare da glask a ginniger deoc'h

1) Klask roll ar pennadoù dre :

   — Skrivagner (pe troer) : Goude bezañ dibabet "Skrivagner" er roll, skrivit anv ar skrivagner. Gellet a rit skrivañ penn kentañ e anv pe e anv bihan (3 lizherenn d'an nebeutañ).
   — Titl : Dibabit "Titl" er roll, ha skrivit un tamm eus an titl emaoc'h o klask (3 lizherenn d'an nebeutañ).
   — Niverenn : Evit kaout taolenn un niverenn, dibabit er roll "Niverenn" ha skrivit un niverenn. Dont a ray neuze an holl bennadoù a gaver en niverenn-se.

Taolit evezh
Evit an niverennoù kozh eo ret skrivañ an niverennoù en ur stumm disheñvel :
• Etre Th1 ha Th7 evit an niverennoù Tir na nÓg kozh (1945-1946)
• Etre Tn1 ha Tn5 evit niverennoù all (eil stumm) Tir na nÓg kozh (1946-1947)
• K evit niverenn Kened (1946)

   — Bloaz : Dibabit "Bloaz" er roll, ha skrivit ar bloavezh emaoc'h o klask.

2) Gwelet listenn ar pennadoù dre o stumm :

   Dibabit ar stumm ho peus c'hoant ha gwedeit er pajennoù (renket int dre vloaz ha dre niverenn).
N'eo nemet listennadoù. N'hallot ket silañ ar respontoù evel ar re all.

3) Gwelet roll an troidigezhioù :

   Klikit war al liamm. Gwelet a reot an holl droidigezhioù bet embannet er gelaouenn. Implijit goude ar siloù evit bihanaat an niver a respontoù.

4) Klask holl bennadoù ur rummad :

   Laoskit goullo al lodenn gentañ, ha dibabit ar seurt pennadoù ho peus c'hoant da welet ar roll anezhañ.
Ur frazenn a lâro deoc'h n'ho peus ket skrivet mann ebet pe sellet ouzh ar rummad, ha klikit war ar ger 'rummad'.



Listennadoù pennadoù dre o stumm:


Dedennet gant an troidigezhioù?





Niverenn 222 Al Liamm
Genver-C'hwevrer 1984 • 80 pajenn

BloazNiv.Paj.StummTitlSkrivet gant (ur steredennig a gaver dirak an droerien)
1984 222 3 Barzhoneg Klemmgan Breizh : VII- Dor an noz Reun ar C’halan
1984 222 4 Barzhoneg Klemmgan Breizh : VIII- An dalled Reun ar C’halan
1984 222 5 Danevell Un devezh e buhez Ivon Stakanovig Bernez Rouz
1984 222 12 Danevell Danevelladur un amzer dremenet Yann Gerven
1984 222 20 Danevell Diwallit ouzh al latar Edwarz Ollivro, *Jakez Konan
1984 222 27 Studi Gozed ha gozataerien Soaz an Tieg
1984 222 35 Studi Breizh ha Boezinge-e-Flandrez Willy Degryse
1984 222 43 Studi Al levrioù Andrev-L. Latimier
1984 222 46 Notennoù Notennoù
1984 222 44 Studi Al levrioù : "Souvenirs de la Chouannerie" gant J. Duchemin des Cepeaux Louis Fernand Andouard

1312 skrivagner, 6210 pennad (1404 danevell, 1449 studiadenn, 1638 barzhoneg, 94 pezh-c'hoari...)


Merañ - Postmaster - Aozadur al lec'hienn - Darempred - Al Liamm 2017