Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Diverradenn

Diverradenn an niverenn ziwezhañ

Golo

Al Liamm niverenn 474

Boulc’homp ’ta 2026 gant barzhonegoù. Deomp da Vrignogan, e-tal ar mor betek Merhelen, gant Jo an Duigou ; ul lamm bras betek Bro-Volin en Ukraina gant barzhonegoù savet gant Lessia Oukraïnka, kinniget gant Bernez Rouz ha Mariia Kolesnichenko. Gant Ne skuilh ket an daeroù emañ Gwendal Le Ruyet war glask, en entremar. Danevelloù a zeu da-heul, kement ha bizied un dorn. Liesseurt, liesliv, lieston, liesijin, liesvlaz… peadra da zibradañ ur pennad diwar ar vuhez pemdeziek. Setu int : Rouanez an noz, gant R.J. Kernoa ; Deizlevr ur chaoker soñjoù, Genver-C’hwevrer, gant Riwal Huon ; Trema norzh, gant Jean Le Clerc de la Herverie ; Diblouzañ ’ra Lenaig, gant Mai-Ewen ; Ar picher torret, gant Youenn Kaloneg ha Lous eo an erc’h, gant Laurence Lavrand.

Da-heul e kinnig Yann Bouëssel du Bourg testeni Ur soudard ankounac’haet.

Gant Kristian Rogel e splujer en ur studiadenn : Sevel skridoù brezhonek ha sevel ur wikefre embann emren : eus chap an Iliz katolik, mougus ha gwarezus war un dro, d’an azbevidigezh lennegel.

Hag e penn ho lennadenn e kavoc’h : A-dreuz lenn, Petra nevez ? , Notennoù ha Roll pennadoù 2025 ar gelaouenn.

Lennadenn vat deoc’h !

Skipailh Al Liamm



Merañ - Postmaster - Diwar-benn an toupinoù - Darempred - Al Liamm 2017