Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 70 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Dielloù

Pennadoù al lec'hienn

Jakez Riou, skeudennaouer



E levraoueg ma zad em eus kavet ul levrig : Levr al loened, 28 pajenn ennañ. Embannet e oa bet gant Gwalarn er bloavezh 1929 ha moullet 4 straed ar C’hastell e Brest. Priz: 6 real.
Skrivet eo bet gant Marc’harid Gourlaouen ha me souezhet pa ’m boa gwelet e oa bet skeudennaouet gant Jakez Riou.
Setu amañ kevret an tresadennoù bet aozet gant J. Riou.

E rummad Levrioù ar vugale e oa bet embannet evel ma oa bet Prinsezig an dour gant G.TH. Rotman (bet lakaet e brezhoneg gant Roparz Hemon ha Youenn Drezen), Per ar c’honikl gant B. Potter (brezhoneg gant Youenn Drezen), Plac’hig vihan ar mor gant Hans Andersen (brezhoneg gant Roparz Hemon, skeudennaouet gant Loik) ha bet embannet e 1928.
Adalek 1928 e oa kroget Gwalarn da embann levrioù evit ar vugale koulz a levrioù all e brezhoneg eeun:
Ar c’horf dindan treid va zad-kozh (kontadenn-bolis) gant Roparz Hemon
Gaovan hag an den Gwer (Roparz Hemon- Embannadurioù Douar ar yaouankiz)






Merañ - Postmaster - Aozadur al lec'hienn - Darempred - Al Liamm 2017