Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 70 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...
Pennadoù al lec'hienn
|
Diwar lenn Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien aozet gant Lukian Raoul e komprener e oa bet ur vuhez start hini Fañch Elies, Abeozen. Graet en doa war-dro radio Roazhon-Breizh e-pad ar brezel (eus 1940 da 1945). Bac’het e voe e Roazhon e-pad 14 miz. Pa oa bet difennet outañ bevañ e Breizh ha pa oa bet torret e garg kelenner e rankas mont da Bariz. Eno e kavas labour evel difazier en un ti-moullañ.
Un den klañv e skevent e oa bet a-hed e vuhez abalamour d’ar gaz kontammus a veze bannet war ar soudarded c’hall e-doug ar brezel kentañ.
Kalz ampartiz en doa war ar yezhoù keltiek hag ar c’hrennvrezhoneg. Un tamm brav a vrud en deus tapet ivez gant e levrioù: Dremm an ankou, Hervelina Geraouell, Argantael hag e levr Istor al lennegezh vrezhonek an amzer a-vremañ. Er bloavezh 1943 e oa bet embannet gant skridoù Breizh Marvailhoù Loened.
N’eus ket keit-se edon o sellet ozuh dielloù ma zad e Sant-Mark (hag ur bern diouto a zo) ha setu ma ’m boa kavet e-touez ur berniad lizheroù en ur golo kartoñs skrivet warnañ gant ar c’hreion glas: originaux/Marvailhoù Loened. Brav-eston e oa ar golo, bravoc’h eget ar pezh am boa gwelet moullet e ti ma zud. Gant ar c’hreion-koad e oa bet skrivet : skeudennoù gant Fañch Elies. Anv Fañch Elies a oa merket war ar golo. Hemañ avat a oa anv mab henañ Abeozen. Gant ar bluenn hag ar barr-livañ e oant bet graet, gant liv Sina, mesket gant dour a-wechoù. Gwall ampart e oa evit tresañ ha livañ. Dek tresadenn a zo hag a-dreñv pep hini anezho e oa bet skrivet gant ar c’hreion-koad peseurt danevell a oa bet skeudennaouet.
1- Ar Gurlaz meur hag ar plac’h yaouank
2- An dourvarc’h hag ar baotrezig
3- An aourgi lakaet da varner
4- An olifantig hag ar jirafenn
5- Un amezeg diaes
6- Ki gouez ha karv-erc’h
7- Ar c’harv Meur fougeus
8- C’hang
9- Ar reunig hag ar gerc’heiz
10- Ar c’harv hag al louarn
Setu int amañ da heul.