Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 70 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Dielloù

Pennadoù al lec'hienn

Fri korloko

Nevez zo e oa bet kavet e-touez dielloù Ronan Huon (rener Al Liamm) ul lizher gant Anjela Duval ma oa meneget e dibenn he lizher eus al levr bannoù-treset kentañ embannet gant Al Liamm e 1975, Fri Korloko. Peurwerzhet eo pell zo, setu ma kinnigomp deoc’h al levr en e bezh war hol lec’hienn hag evel Anjela Duval, emichañs e voc’h plijet gant ho lennadenn.



Anjela Duval
5 viz Kerzu 1975
Vx-marché
22420

Kenvroad ker,

Setu dambrest ar mare da baeañ koumanant Al Liamm. War ar memes tro e c’houlennan un nebeud Almanagoù godell 1976. Gant ar pezh a vano diwar ar bilhed 50 lur a lakan da heul, goude priz ar c’houmanant. Un dra all, ’m eus c’hoazh da c’houlenn: daoust ha chom a ra ur skouerenn bennak eus Kan an Douar ? An Association da Ecrivains Paysans, ur gevredigezh savet e 1972 a zo o c’houlenn kas levrioù d’ar sekretourezh evit ar Salon de l’Agriculture e miz Meurzh 76 hag ivez ur stand vo dalc’het e Brussel e miz C’hwevrer. Me n’am boa tamm c’hoant ebet da n’em veskañ er stal-se, met an Dimezell Martin a zo ali ma vo bezant lennegezh Breizh e kement bro zo tu dezhi en em silañ. Ret eo, emezi, ma vo anavezet hor bro evel ur gwir vro gant ar gwir da zerc’hel he renk e-touez ar broioù all.
Skrivañ a rin ivez da Skol ha da Hor Yezh ma chom un niverenn bennak a c’hellfent kas anezhe ivez. Roger Laouenan en deus kaset diaj e levr da Secrétatiat de l’Association des Ecrivains paysans 13 rue de Plélo Paris 75015 Tél : 842.53.69
Un nebeud skouerennoù oa bet gwerzhet er salon de l’Agriculture e deroù 75, diviet oant. Barrek vije bet da werzhañ 50 hervez.
Bez’ zo charre amañ gant ar journalisted ha zoken embannerien levrioù eus Pariz. Bremañ e welan sklaer e klask ar C’hallaoued rekuperiñ kement den gouest da duañ paper, betek an disterañ hini.
An aotrou Delarge J.P. eus Editions du Jour, a lavar din : ar galleg zo barnet d’ar marv. n’eus chañs ebet da chom bev, nemet e vefe en Afrika du ha c’hoazh emañ an arabeg hag ar saozneg oc’h aloubiñ ar vro eus an daou benn.
Ma, a lavare an aotrou Klerg din, ur chañs a zo e Breizh ivez evit ar galleg, kaer hon eus stourm ha difretañ, n’ouzomp ket kaer pe war dreñv pe war araok e ya ar brezhoneg ganimp.
Tremenet zo milieroù a dud e Traoñ an Dour e-pad ar bloaz ha feiz n’eo ket stank-stank ar vugale a gomz brezhoneg. met me asur deoc’h ar re zo gouest da gomz a vez lorc’hus. Kompren a reont o deus un dra bennak dreist ar re all. Ar c’hemplez zo o cheñch kamp.
Hanternoz zo sonet div wech. Poent eo pakañ ‘r stal. Kenavo.
Gwellañ gourc’hemennoù da oberour « Fri Korloko » profet din gant an aotrou Klerg. Fentus-tre eo ha vad a ra c’hoarzhin ur wech an amzer !

A wir galon evit Breizh hag hor yezh,

Anjela


Fri Korloko



Merañ - Postmaster - Aozadur al lec'hienn - Darempred - Al Liamm 2017