Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Atlas ar bedoù faltaziet

Katalog an embann

Atlas ar bedoù faltaziet

gant Jerom Olivry, Kristian Goindin


29.00 €



An Atlas-mañ a zo unan dibar anezhañ. Strollet o deus Kristian Goindin ha Jerom Olivry oberennoù heverkañ ar fantazi gouronel evit kinnig kartennoù ar bedoù faltaziet gant anvioù brudetañ al lennegezh-se : Tolkien, Le Guin, Pratchett, hag un toullad reoù all a vez (ad) dizoloet dre selloù an aozerien.
Heuliañ a reer emdroadur ar rann lennegel-mañ, tost-tre ouzh sevenadur Breizh a-benn ar fin. Rak rekipe al levrioù-se a zo anavezet deomp : ur c’hest, un haroz hag e strollad, ur bed pe ur sevenadur da saveteiñ, kemmesket gant istorioù karantez. Pa lenner seurt romantoù n’emañ ket gwall bell ar Roue Arzhur hag e vignoned eus an Daol-Grenn.
Chomet eo disprizet ar fantazi gouronel koulskoude. Levrioù evit krennarded, un islennegezh ha n’eo ket gwall sirius... ha padal ! Ma c’hallfe bezañ gwir a-walc’h an arguzennoù-se pa zo kaoz eus ar skridoù kentañ, buan e oa bet cheñchet penn d’ar vazh.
Splujit er bedoù faltaziet-se a-drugarez da gartennoù ha livadurioù Kristian Goindin. N’eo ket nevez e zedenn evit ar fantazi hag ouzhpennet zo bet tresadennoù ha livadurioù a oa bet awenet gant e lennadennoù. Ur gwir blijadur evit an daoulagad.

Titouroù



Tresour.ez
Isbn
978-2-7368-0179-3
Danvez
Bloaz
2024
Ment
29.7x21x1 cm
Pouez
1140 g
Pajennoù
56


Merañ - Postmaster - Diwar-benn an toupinoù - Darempred - Al Liamm 2017