Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...
Katalog an embann
An amzer grenn
gant Joel Donarzh
7.00 €
Peder lodenn a ya d’ober al levr-mañ, peder mammenn disheñvel. An amzer grenn. Krenn evel ur skoulm diaes da zieren, krenn evel krennard hag an hiraezh d’ar yaouankiz. Skoulmoù ha rannoù. Evel er vuhez. Hag amañ emeur e kalon pennadoù-amzer bev ha fetis. Darvoudoù, oberiantizoù, lennadennoù,
filmoù, baleadennoù... dindan saour ha bec’h an amzer. Ha pe liv ’vo gant an amzer da zont ? Peadra zo da chom en entremar...
Istorioù berr a gaso al lennerien war hent an ijin, ar faltazi rak Joel Donarzh a oar silañ broud ha preder evit reiñ blaz d’e oberenn.
Titouroù