Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Bedoù nevez

Katalog an embann

Bedoù nevez

gant Paskal an Intañv


13.00 €



Kement hini a glask ren ha kas e vuhez hervez e c’hoant, e youl, e nerzh. Lod ac’hanomp a chom bac’het, tizhet gant ar c’hleñved, ar gozhni, ar velkoni. Lod a vev e-kreiz ar brezel, ar freuz, ar reuz, ha n’int ket mestr war o flanedenn. Lod all a stourm, a sav o fenn hag a gas o buhez war hentoù sklaer ha kompez, daoust d’an natur o c‘houzañv. Kred pe aon rak an amzer da zont, rak ar bed o cheñch, o kemm frank pe en un doare soutiloc‘h. Petra a reomp-ni war an tamm douar patatez-mañ ? Daoust ha merket pizh eo tonkad Mab-den ? Sed aze un toullad goulennoù diazez kinniget gant Paskal an Intañv en e zastumad danevelloù, kement hini liammet gant ur mikro-danevell.

Titouroù



Isbn
978-2-7368-0183-0
Danvez
Bloaz
2025
Ment
20x13x1.3 cm
Pouez
200 g
Pajennoù
174


Merañ - Postmaster - Diwar-benn an toupinoù - Darempred - Al Liamm 2017