Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - E kambr ar skrivagner

Katalog an embann

E kambr ar skrivagner

gant Patrice Marquand


13.00 €



Lennet hag adlennet e vez danevelloù evit broudañ ar preder, en em soñjal war ar bed en-dro deomp. Daoust hag emaomp e bed ar faltazi pe er gwirvoud ? Didoueziañ a c’heller ar pezh zo gwir diouzh ar pezh a zo faos ? Ur bed kuzh a vije a-dreñv kement skrid ? Daoust ha kaset omp bet war hentoù kammigellek a zegas ur skeudenn frailhet eus hon endro ? Hag e chomomp war vordo alies. Kement-se a c’hoarvez gant an torkad danevelloù a ginnig Patrice Marquand deomp.
Ma ’z eus anken, feulster a-wechoù ez eus kalz fent ivez hag ar skrivagner a vourr ken-ken pa c’hell c’hoarzhin goap ouzh hon techoù hag hor plegoù iskis hag ijin a zo sof-kont.

Titouroù



Isbn
978-2-7368-0189-2
Danvez
Bloaz
2025
Ment
20x13x0.8 cm
Pouez
129 g
Pajennoù
106


Merañ - Postmaster - Diwar-benn an toupinoù - Darempred - Al Liamm 2017