Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...
Katalog an embann
An dour en dro d'an inizi (chik)
gant Youenn Drezen
Diviet
Kentañ skrid hir war anv Drezen eo An dour en-dro d’an inizi. Skrivet en doa pennadoù evit Le courrier du Finistère ha troidigezhioù evit Gwalarn. Dizonet diouzh pouez an iliz e taolenn amañ darempredoù karantez etre daou zen yaouank gwall zieub o speredoù, ar pezh n’en doa kredet den ebet ober betek neuze. Gant e bluenn gizidik e laka ac’hanomp da loveal etre inizi varzhus ar Mor-Bihan.Goulennet en doa digant an arzour Robert Damilot skeudennaouiñ e zanevell gant tresadennoù.Ne voe ket tu da embann al levr e 1942, ha n’eo nemet bremañ, bloavezhioù war-lerc’h, da-geñver 50vet deiz-ha-bloaz marv Youenn Drezen e tizoloomp ur skrid kaeraet eus ar c’hentañ.Ganet e oa Youenn Drezen e 1899 e Pont-’n-Abad, ha marvet eo e 1972, 50 vloaz zo. Kelaouenner, troer, barzh ha skrivagner ampart anezhañ, ez eo unan eus gwellañ skrivagnerien vrezhonek an XXvet kantved.Robert Damilot (1889-1976) en doa labouret e Pariz gant Modigliani hag Utrillo a-raok ar brezel pevarzek. E kêr Gwened e oa deuet da chom tro ar bloavezhioù 20 hag anavezet eo dreist-holl evit e daolennoù war vuhez ar vartoloded er Mor-Bihan.Graet ez eus bet 200 skouerenn eus al levr-mañ, niverennet 1 da 200.
Titouroù