Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Ar peñsead

Katalog an embann

Ar peñsead

gant Yann Bijer


14.00 €



Er bloavezh 1937 emañ ar brezel etre Republikaned ha Frankisted en e washañ e Bro-Spagn.Antonio Jimenez, republikan euskarat, a rank tec’hout kuit gant ar chaluter Huerta. Tapet en ur gorventenn e ra peñse ar chaluter e-kichen Keriti-Penmarc’h.Repu ha labour a gav Antonio er Vro-Vigoudenn a-drugarez d’e vignon Per Palud. Ne c’hell ket distreiñ d’e vro avat rak aloubet eo Europa gant armeoù an Trede Reich.« Da betra chom bev ma n’out ket e-barzh da frankiz ? » Setu aze tre dodenn pennañ ar romant : stourm groñs a ranker ober ouzh ar faskouriezh hag ouzh kement nerzh hud a lak frankiz an dud hag an demokratelezh en arvar.

Titouroù



Isbn
978-2-7368-0166-3
Danvez
Bloaz
2023
Ment
13x20x1.75 cm
Pouez
285 g
Pajennoù
250


Merañ - Postmaster - Diwar-benn an toupinoù - Darempred - Al Liamm 2017