Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Ar vuhez diamzeriet ha marvailhoù all

Katalog an embann

Kaout un tañva

Selaouit un tamm

Ar vuhez diamzeriet ha marvailhoù all

gant Yann Guillamot


12.00 €



Ur bobl ha n’he defe ket a varvailhoù ken a ve tonket dezhi kaout ur marv yen.Gant Yann Guillamot, konter ha marvailher abaoe amzerioù e yaouankiz flamm, e vez kinniget amañ un torkad marellet anezho, o lakaat war-wel dodennoù disheñvel dibabet e rummatadur Aarne-Thompson-Uther. En tu all d’an testeni a hengoun, hag a oa bev-mat e Bro-Gernev da vare e vugeliezh, e vo kavet en o danvez roudoù ur gwir sevenadurezh, bet treuzkaset dre ar prezeg, gant ar remziadoù a-gent pellañ da re hor gourdadoù nesañ. Un hêrezh dizanvezel dibar, hollgaeraet ha toniet gant yezh marzhus ha boemus hor pobl.Salv ma ne zisplammo na ne c’hoeñvo biken bokidi gouez trebadus hor prezegerezh !Levr + pladenn

Titouroù



Isbn
978-2-7368-0142-7
Dastumad
Danvez
Bloaz
2020
Ment
14.5x20.5x0.95 cm
Pouez
235 g
Pajennoù
132


Merañ - Postmaster - Diwar-benn an toupinoù - Darempred - Al Liamm 2017