Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...
Katalog an embann
Bar Abba
gant Yann Bijer
14.00 €
Piv eo Bar Abba ? Hervez ar Bibl en defe Pilatus, Gouarnour roman Judea, kinniget da Veleien-Veur Jeruzalem dibab ur prizoniad a vefe laosket da vont. Piv dibab ? Yeshoua an Nazôrean n’en doa kavet Pilatus netra da damall outañ, pe Bar Abba bet toullbac’het gant dispac’herien all, muntrerien anezho ?Dibabet e voe Bar Abba...Deuet eo a-benn Yann Bijer da reiñ korf, spered ha kalon da Var Abba, taolenniñ e vuhez e pep keñver en ur prantad luziet ha kriz eus istor Yuzevien Palestina. Divoutin ha fromus eo an dudenn bet krouet gant Yann.Aet eo ar priz kentañ gant an oberenn-mañ da geñver Prizioù dazont ar brezhoneg 2017.
Titouroù