Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...
Katalog an embann
Boned glas ar Pagan
gant Goulc'han Kervella
12.00 €
Kement istor skrivet en dastumad-mañ a c’hoarvez er Vro-Bagan pe tro-war-dro ha savet int bet, eme Goulc’han Kervella deomp en e bennad-digeriñ, diwar darvoudoù gwir evit ar pep brasañ anezho.
M’emañ ar Vro-Bagan al liamm kreñv a ere an danevelloù-mañ ez eo disheñvel-mat tonkad an dud a gav bod e skridoù Goulc’han Kervella.
Pep hini a glask ren e vuhez, a glask argas gwellañ ma c’hell ar sorc’hennoù a vez o trubuilhañ anezhañ.
Lod a ya da heul o zonkadur ha lod all a ya gant hentoù amjestr hag arvarus alies.
Titouroù