Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...
Katalog an embann
Diougan ar Seizh Sant
gant Yann Bijer
Diviet
Emañ Kaou Kemener, poliser a vicher, o vevañ hag o labourat kostez Lannuon. Laouen-bras eo Kaou ha Loeiza e bried o pediñ o mignoned a-gozh Ronan Riou ha Katell, bigouterien evelto. Dizale e vo lidet pardon bras Ar Seizh Sant. Er chapelig-se bet savet war un daolvaen e tired bep bloaz kristenien ha muzulmaned da lidañ asambles ur pirc’hirinaj a oa bet diazezet gant Loeiz Massignon e 1954. Un degemer c’hwek o devo gant Tin Nedeleg, eontr Kaou ha person ar C’houerc’had ha bec’h d’ar pardon ! Dic’hortoz ar reuz hag ar bec’h a sav trumm avat ! Kaou Kemener a ranko kiañ evit kaout diluz d’an afer a ya kalz en tu-hont da dachenn Ar Seizh Sant.