Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...
Katalog an embann
Diskrap e Skrabyar
gant Yann Gerven
12.00 €
Digarez hor boa bet d’ober anaoudegezh gant Glaodina Pedel er romant Brestiz o vreskenn. D’ar mare-se edo ar plac’h yaouank o labourat gant Jili Gwilhosoù, enklasker war e gont e kêr Vrest. Komiserez eo-hi bremañ e SRPJ Roazhon.Kaset eo bet e-kostez Plougraz, dezhi da lakaat plaen perak ez eus bet kavet un den marv e-kichen e di. Marvet a vije en ur gouezhañ diwar ur chafod. Pezh zo, ne oa ket e votoù gantañ en e dreid. Iskisat tra ! Ha drouklazhet e vije bet ? Piv an den-se ? Peseurt digarez a oa da lazhañ ar paourkaezh den ?
Titouroù