Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Dremm an Ankoù

Katalog an embann

Dremm an Ankoù

gant Fañch Elies (Abeozen)


12.00 €



Kinnig a ra Abeozen an dastumad danevelloù-mañ e koun an dud kaezh, skubet o hunvreoù, freuzet o mennozhioù, kaset dizamantus d’ar marv. Diazezet eo e oberenn war darvoudoù bevet gantañ hag e geneiled.C’hoant en doa Abeozen da ginnig ur sell disheñvel ha personel war ar brezel, sell ur soudard kentañ klas kaset d’an drailh. Frammet eo levr Abeozen en-dro d’un dudenn bennañ : Erwan. Heuliañ a reer anezhañ a-hed freuz ha reuz ar brezel. E kement danevell e kont deomp Abeozen un darvoud bennak, spontus p’en em gav ar Breizhad yaouank dirak ar marv, drastus pa veneg poanioù ar soudarded bet kontammet ha taget o skevent gant ar gaz mougus, frealzusoc’h pa c’hellont kuitaat an tachennoù emgann evit distreiñ d’ar gêr.« Ar marv eo, muioc’h eget ar brezel, tem pennañ an dastumad danevelloù-mañ, » eme Gwendal Denez en e rakskrid.

Titouroù



Isbn
978-2-7368-0101-4
Danvez
Bloaz
2014
Ment
13x20x1.1 cm
Pouez
180 g
Pajennoù
142


Merañ - Postmaster - Diwar-benn an toupinoù - Darempred - Al Liamm 2017