Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Du evel an noz liesliv

Katalog an embann

Du evel an noz liesliv

gant Malo Bouëssel Du Bourg


12.00 €



Froudennoù ar pemdez a vez kuzhet en o flegoù poanioù Mab-den. Bed an hun hag an dihun a c’hoarvez ganto bezañ gwall vesket. En daouzek danevell a ya d’ober Du evel an noz liesliv, ez eus kont eus tud en em gav en ur c’hoashent eus o buhez :ur sterner difredet o folliñ, ur c’higer deuet da vezañ debrer-linad, ur vaouez kozh boureviet gant he merc’h-kaer, ur paotr o c’hoari floc’h daoust d’e oad kaset mat, ur c’hrennard a c’hounez e damm kreun o kontañ muntroù war ar rouedad...Gant ur meudad fent ha kalz a deneridigezh e liv an aozer gwalldroioù e dudennoù. Estrañjourien a lavarfed omp kouezhet war o hent an deiz kent... 

Titouroù



Isbn
978-2-7368-0125-0
Danvez
Bloaz
2017
Ment
13x20x1 cm
Pouez
160 g
Pajennoù
136


Merañ - Postmaster - Diwar-benn an toupinoù - Darempred - Al Liamm 2017