Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...
Katalog an embann
En-dro d'al lenn-vor
gant Jef Gedez
12.00 €
Awenet eo an danevelloù a ya d’ober al levr-mañ gant diduamantoù, plijadurioù hag abadennoù a bep seurt bet c’hoarvezet en-dro d’al lenn-vor – lenn-vor Brest – pa oa yaouank an oberour. Darvoudoù a zo chomet garanet don ennañ daoust d’an amzer da vont hebiou.Lezomp Jef Gedez d’hon heñchañ en e vro hag e klevimp ni ivez mouezh hud al lenn-vor.Abaoe m’emañ war e leve e ouestl Jef Gedez e amzer d’ar brezhoneg. Meur a levr a zo bet skrivet gantañ : Brizh-Heol e 1999, Tiriadoù ar Gwalarn e 2001, Huñvreoù Pêr Mortolod e 2005. E yaouankiz en deus tremenet war aodoù al lenn-vor, etre Hañveg hag ar Faou da gentañ hag e Brest da c’houde.
Titouroù