Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Kan an Douar

Katalog an embann

Kan an Douar

gant Anjela Duval


12.00 €



Anjela Duval [1905-1981] — barzhez ha skrivagnerez a Vro-Dreger (ar C’houerc’had).Ul lid hag ur c’han heson da zouar he bro eo dastumad barzhonegoù barzhez Traoñ-an-Dour. He bro penn-kil-ha-troad eo a zeu war wel : an natur evel-just, an dud ivez, identelezh Breizh, al labour-douar, hec’h endro pemdeziek, na petra ‘ta. He fluenn flour ha lemm lies gwezh a laka al lenner da dañva he c’harantez evit he zud, he yezh, hec’h endro a-bezh. Gant kizidigezh e tispak deomp an enkrez hag an nec’h o virviñ enni pa’z eus anv eus amzer da zont he yezh hag he sevenadur ; kounnar a sav enni pa wel « Alouberien » o tistruj ar pezh a zo an tommañ d’he c’halon : he bro. Hor broudañ a ra Anjela Duval gant « Kan an Douar » da ganañ ganti Kan ar Garantez hag an Denelezh...

Titouroù



Isbn
978-2-7368-0084-0
Danvez
Bloaz
2011
Ment
14x19x1.45 cm
Pouez
318 g
Pajennoù
182


Merañ - Postmaster - Diwar-benn an toupinoù - Darempred - Al Liamm 2017