Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Kan ma bro

Katalog an embann

Kan ma bro

gant Yann Bijer


8.00 €



Ganet eo bet Yann Bijer e 1940 e bro an avel hag ar c’herreg, e Lechiagad, er Vro Vigoudenn.Konter, marvailher, romantour... gant birvilh, fent hag ampartiz e oar hor skrivagner dispakañ e istorioù. Kan ar mor eo a red en e wazied. Gant tre ha lanv eo luskellet ha broudet e bluenn.Ar wech-mañ eo deus strad e galon e kinnig deomp un torkad barzhonegoù. Gant nerzh an eor ha poell ar stur e tiroll e werzennoù. Karantez vro, karantez den. Teneridigezh an oriaded, kalonegezh an dud a vor. Lusk ar gwagennoù hag an tonnoù a darzh e Kan ma bro.Kan ma bro, barzhonegoù klasel, aes da lenn, enno spered ur Breizhad tost ouzh e dud hag e vro.

Titouroù



Isbn
978-2-7368-0092-5
Danvez
Bloaz
2013
Ment
14.5x21x0.4 cm
Pouez
91 g
Pajennoù
54


Merañ - Postmaster - Diwar-benn an toupinoù - Darempred - Al Liamm 2017