Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Keridwal

Katalog an embann

Keridwal

gant Herve Seubil gKernaudour


9.00 €



Ar braz eus ar barzhonegoù a ya d’ober ar barzhaz-mañ zo bet embannet e-barzh Al Liamm etre 1984 ha 2016. Ar stroll anezhe a ya d’ober un oberenn kempoell ha dibar. Awenet-kreñv eo an aozer koulz gant bed kevrinus ar Grennamzer ha gant ar sonerezh. A-bouez eo kellusk ha sonusted ar gwerzennoù evitañ, ac’hane an arver a ra en e varzhoniezh eus ar c’hlotennoù-diabarzh – un doare gwerzaouiñ en e vleuñv e brezhoneg en amzer-hont.Barzhonegoù hiraezhus a lennfer amañ diwar-benn karantezioù dizeürus pe kuzh, diwar-benn ar marv hag ar bed all... barzhonegoù deskoni hag a denn da harozed an Daol-Grenn – meur a live-meizañ dezhe – koulz ha reoù diwar-benn un dodenn hollvedel evel al Loar.Keridwal, lec’h a galon, morse perc’hennet, gweladennet e kuzh, faltaziet dindan pluenn an aozer, a ziskuilh dimp darn eus e gevrinoù.

Titouroù



Isbn
978-2-7368-0116-8
Dastumad
Danvez
Bloaz
2016
Ment
11x18x0.6 cm
Pouez
85 g
Pajennoù
80


Merañ - Postmaster - Diwar-benn an toupinoù - Darempred - Al Liamm 2017