Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Merc'hed gwisket e du

Katalog an embann

Merc'hed gwisket e du

gant Riwal Huon


9.00 €



Miz Gwengolo 1904.Dibenn an endervezh e oa. Gwiskañ a reas ar vaouez yaouank he boned du, he dilhad glav da vont er-maez, ul las en he godell, ur vazh en he dorn. Aet e oa an avel diroll goude lein war an enezenn. Daoublegañ he c’horf a ranke ober Mari-Anna da stourm ouzh an nerzh hud.O vont etrezek ti he c’henitervez Félicienne e oa...— Petra zo ’barzh da benn hiziv ? he doa lâret he mamm da Félicienne. Seurt vat ebet ’m eus aon ! Ha peseurt soñj a zo gant da genitervez dont betek du-mañ fenoz ?— Lakaet eo bet an traoù e-giz-se ganeomp un nebeud devezhioù zo, sed aze tout, he doa respontet Félicienne d’he mamm.

Titouroù



Isbn
978-2-7368-0105-2
Dastumad
Danvez
Bloaz
2015
Ment
11x18x0.45 cm
Pouez
68 g
Pajennoù
58


Merañ - Postmaster - Diwar-benn an toupinoù - Darempred - Al Liamm 2017