Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Micha Riou (1993 - ?) & Gwastell ar Rouaned

Katalog an embann

Micha Riou (1993 - ?) & Gwastell ar Rouaned

gant Riwal Huon


9.00 €



Div zanevell a ya d’ober al levrig-mañ. Skrivet int bet evit ar re nesañ da gentañ-penn. Kinniget int deoc’h-c’hwi, lennerien, bremañ.Er gontadenn gentañ ez eer da-heul Micha Riou. Emañ-hi o stourm ouzh ur c’hleñved kriz, ha bihan eo he yec’hed. An enkrez, ar frealz, ar spi, sed aze ar soñjennoù a zo o virviñ e penn ar vaouez yaouank p’emañ-hi o skeiñ etrezek bali Dajot, dreist da borzh-goñvers Brest : etrezek ti Tual Appere emañ o vont.An eil istor zo bet skrivet deiz-ha-deiz evit Gwenael, breur ar skrivagner, pa oa-eñ o stourm ouzh ar c’hleñved. Ur marvailh burzhudus eo da glask teurel frealz ha spi. Lonket eo bet favenn gwastell ar Rouaned gant Arzhur Paugam. Ur santimant estonus a zouster a zo kroget ennañ. Penaos e troio an traoù bremañ ? Ha chom a raio Arzhur mestr war e blanedenn ?

Titouroù



Isbn
978-2-7368-0167-0
Dastumad
Danvez
Bloaz
2023
Ment
11x18x0.7 cm
Pouez
110 g
Pajennoù
108


Merañ - Postmaster - Diwar-benn an toupinoù - Darempred - Al Liamm 2017