Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Notennoù yezhadur

Katalog an embann

Notennoù yezhadur

gant Jakez Konan, Maodez Glanndour, Yvon Gourmelon


11.00 €



A-viskoazh ez eus bet er gelaouenn Al Liamm notennoù yezh.
Pennadoù berr peurliesañ, aozet, e penn kentañ, gant Frañsez Kervella alies a-walc’h, pa gave abeg en ur skrid bennak ha pa gave dezhañ e oa ret mat degas un tamm sklêrijenn war fedoù-yezh zo ha ne oant ket gwall sklaer atav.
El levr-mañ hon eus dibabet embann daou bennad bet skrivet pell zo : unan bet skrivet gant Maodez Glanndour war ar verb bezañ (embannet e-barzh niverenn 207 ar gelaouenn Al Liamm e 1981) hag unan all berroc’h gant Jakez Konan diwar-benn implij an adverb biken.
Ar pennadoù all a zo nevesoc’h ha diwar bluenn Yvon Gourmelon.
Meur a wech eo bet c’hoarvezet din goulenn digantañ divankañ ul lod eus ar skridoù embannet er gelaouenn ha goulenn a raen digantañ displegadurioù ivez war poentoù zo gwall luziet a-wechoù.
Diwar levezon ar galleg e savomp frazennoù kamm ha tort ha direizh a-fet yezhadur hag ereadur alies mat ha ma ne daoler ket evezh bras e chom ar fazioù-se garanet en hor spered da viken.
Emichañs e c’hello an notennoù-yezh-mañ reiñ un tamm skoazell da gement hini a striv da zeskiñ ar yezh ha da skrivañ e brezhoneg yac’h.

Tudual Huon

Titouroù



Isbn
978-2-7368-0090-1
Danvez
Bloaz
2012
Ment
15.5x23.5x0.7 cm
Pouez
175 g
Pajennoù
98


Merañ - Postmaster - Diwar-benn an toupinoù - Darempred - Al Liamm 2017