Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...
Katalog an embann
Rampo
gant Loeiza an Duigou
6.00 €
Emañ Lizaig, ur plac’h yaouank trizek vloaz, war ar vag a gas anezhi ti he zud-kozh war enez ar Gerveur. Adkavout a raio eno he c’henderv Jean-Elouan, gouiziek ha torr-penn ken ez eo ! Ne vo ket vakañsoù eus ar re fentusañ eviti. War hent an aod e tremenont hebiou ur maner kloz ha kevrinus. Frioù-furch ma ’z int e kavont un eurier kozh eno.Darvoudoù iskis ha dic’hortoz a c’hoarvez koulz lâret bemdez diwar ar gavadenn-se. Peadra da gas an daou grennard war roudoù ur vojenn chomet bev e spered annezidi an enezenn. Vakañsoù divlaz ? Tamm ebet, spouronus sur mat !
Titouroù