Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...
Katalog an embann
Renabl peuzhollek an netraigoù
gant Herve Gouedard
12.00 €
« An notennoù a gavor el levr-mañ a zo bet savet gant un den anvet Herry Goulard. Anavezet em eus anezhañ – ken un tammig bihan avat. Sed penaos em boa graet anaoudegezh gantañ : e-pad un dek vloaz bennak en deus bet graet, amañ, e Sant-Brieg, war-dro ur strolladig tud war an oad hag a glaske adperc’hennañ ar yezh a oa bet hini o bloavezhioù kentañ, ur yezh hag a oa bet peuzankounac’haet gant lod anezho.Pa varvas, e verc’h a deuas da’m gwelet. Kavet he doa, e-touesk paperioù he zad, un teul, ennañ notennoù bet savet e brezhoneg. War golo an doug-dielloù e oa dastumet an notennoù ennañ, en doa skrivet Herry un titl e lizherennoù tev : Renabl peuzhollek an netraigoù. »Herve Gouedard
Titouroù