Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg - Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Texte de présentation en français Text of presentation in english

Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...

Al Liamm - Yudal

Katalog an embann

Yudal

gant Erwan Hupel


12.00 €



Gant Yudal ! e kont Erwan Hupel deomp buhez pemdeziek ur gwaz, skolaer er skol-vamm war e vicher. Ar goulennoù ha kudennoù da ziskoulmañ a zo alies en tu-hont d’e gargoù. Heñveledigezhioù ha diforc’hioù ouzh e genlabourerezed, e genlabourerien unyezhek, e genlabourerien skol-vamm...Met ouzhpenn stourm ar skolaer e tizoloer hini ar skrivagner. Penaos kontañ ar vuhez-skol en ur chom feal d’ar wirionez ? Peseurt plas reiñ d’ar yezh ? Penaos en em zizober eus ar mojenn(où) ? Eus e vinorelezh evit chom hep treuzkas ar santimant-se d’ar vugale hag a zo ar pep pouezusañ evitañ ?Priz Langleiz 2013.

Titouroù



Isbn
978-2-7368-0097-0
Danvez
Bloaz
2013
Ment
13x20x1 cm
Pouez
162 g
Pajennoù
130


Merañ - Postmaster - Diwar-benn an toupinoù - Darempred - Al Liamm 2017