Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 80 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...
Atersadennoù
Deskit un tamm muioc'h diwar-benn ar skrivagnerien embannet gant Al Liamm.

Ganet eo Malo Bouëssel du Bourg e Felger e 1960. Bevet en deus e pemp departamant Breizh hag e Perpinyà. Labouret en deus e bed an embregerezhioù war dachenn ar studiadennoù, ar c’henwerzh etrebroadel, ar c’hlask ha diorren hag ar c’halite, a-raok ren kevelouri Ar Winierion Gatalan e Perpinyà. E penn ar gevredigezh Produet e Breizh en deus labouret e-pad pemzek vloaz a-raok mont war e leve. Desket en deus brezhoneg gant e dad pa oa bugel, ha goude-se el lise hag e skol-veur Roazhon. Dibabet en deus ar brezhoneg da yezh krouiñ goude e vaster brezhoneg. Dimezet eo abaoe 1984. Pemp bugel hag eizh bugel-bihan en deus. Emañ o vevañ etre Roazhon ha Perroz-Gireg. E levr kentañ e brezhoneg, an arnodskrid <i>Reun Menez Keldreg, melezour ur vuhez ?</i>, a oa bet embannet gant Barn ha Skrid e 2007. Kenlabourat a ra gant Al Liamm ha gant ar festival Étonnants Voyageurs.
|
Skriver pe skrivagner ? Perak ? Ne lavarfen ket ez eus ur brizhskrivagner eus ar skriver, met un diforc’h don zo, daoust ma n’eo ket aes merkañ ur vevenn rik etre an daou dermen koulskoude. Ar skriver a glask treuzkas ur gemennadenn sklaer a zo da bal dezhi kelaouiñ, displegañ, kendrec’hiñ... Eus kehentiñ ez eus anv. Testennoù ar skriver zo e servij ur pal diavaez : pedagogiezh, kelaouennerezh, politikerezh... Degas a ra respontoù. Komz a ra ar skriver ouzh meiz al lenner, ouzh e benn. E gemennadenn a zo endalc’het en e c’herioù. Al lenner ne gemer ket perzh er ster war sevel. N’eus netra hag a yafe en tu-hont d’ar gerioù. Klask a ra ar skriver bezañ komprenet dre vezañ ergorel1. Gallout a ra tizhout kalon al lenner koulz hag e empenn met dre zor ar poell an hini e vo. |
![]() |
|
![]() |
Skrivañ a rit danevelloù dreist-holl. Perak ? N’eo ket kement-se an diouer a amzer vak, e-giz ma vez klevet alies. Gwir eo o deus an holl skrivagnerien vrezhonek ur vicher evit gounit o zamm bara. Met reoù zo, niverusoc’h-niverusañ, a skriv romantoù daoust pe zaoust. Ar re yaouank pergen. Din-me e plij ar stummoù berr, tostoc’h ouzh spered ar varzhoniezh. Un arz resis hag a c’houlenn kalz eo ar sevel danevelloù. E Frañs, hag e Frañs nemetken, e vez lakaet an danevelloù da arz bihan. Pa lenner Raymond Carver, Claire Keegan, Jorge Luis Borges, Maupassant, Anton Tchekhov pe Ronan Huon, n’heller ket bezañ a-du. Marteze ne ’m eus ket startijenn a-walc’h evit lakaat ur romant war ar stern. Ne lavaran ket ne rin ket, un dae e vefe, met aon am eus da gavout hir va amzer. Gwell eo ganin cheñch bed aliesoc’h… |
|
|
Ur steuñv a savit a-raok kregiñ da skrivañ ? Se zo hervez, met ral a wech. Ne blij ket din e vefe anavezet pep tra ganin a-barzh stagañ ganti. Poanius e kavan leuniañ gant frazennoù ur steuñvenn rakskrivet. Kalz muioc’h a blijadur am eus o tizoloiñ heuliad va istor bep ma ‘z an war-raok. |
![]() |
|
![]() |
Petra eo an talvoudusañ evidoc’h pa grouit tudennoù ? Ne vez ket roet un deskriv klok eus an tudennoù en danevelloù. Ar pezh a vez diskuliet eus o c’horf pe eus o zemz-spered a zo liammet ouzh ezhommoù ar steuñvenn. Me a garfe, dre un toullad munudoù resis-kenañ, munudoù-diskuliañ, reiñ da grediñ ez int bev. Lagad faos ar vaouez en danevell « Dre brenestr ar gegin » a ziskouez ur gouli a c’hellfe displegañ e c’hoanta ar vaouez-se bezañ disi. Troad botinezet mouk ar serc’h, war « Enezenn an Agoni vat » a zo helavar drezañ e-unan. Al lodenn guzh a zo ken pouezus all evel-just. Lakaat a ra al lenner da gemer perzh oc’h ijinañ. C’hoari a ra pep hini gant an dianav. |
|
|
Temoù zo a blij deoc’h lakaat en ho istorioù ? Ne labouran ket diwar demoù, gant aon e trofe an danevell da deorem, da arguzeg… Harp a gemeran war saviadoù kentoc’h. Dre ar saviadoù eo e pledan gant temoù zo. Bed an embregerezhioù, da skouer, am eus pledet gantañ dre saviadoù resis : bezañ ezfredet (« Huanadenn an ael »), pe mont war e leve (« Ar brezegenn kimiadiñ »)… |
![]() |
|
![]() |
Alies e vez lâret ez eo poanius skrivañ. Evidoc’h ivez ? Poanius eo din stagañ ganti. Met ur wech m’eo boulc’het an erv e vourran o skrivañ ha muioc’h-mui dre ma ’z an war-raok. E gor emañ an istor ennon. Ur prantad dougen eo. Soñjal a ran en danevell a-hed an devezh ha diouzh an noz a-wechoù ivez. Diflukañ a ra heuliadoù drezo o-unan, tamm-ha-tamm. Ne ’m eus ken da zirouestlañ ha da zibab. Diwaller ha gwarant ar c’hempoell ez on. Ar poent laouenaus eo pa teu lost an istor war va spered. Aze e kemer an danevell he ster leun. |
|
|
Petra eo an diaesañ evidoc’h pa savit un istor ? Hag an aesañ ? Ar yezh eo an diaesañ dre ma n’on ket brezhoneger a-vihanik. Goustadik-tre e skrivan, evel ur skultour kentoc’h eget ul livour. Adlenn a ran a vouezh uhel evit plaenaat traoù zo ha gwelaat lusk ar frazennoù. Klask a ran troc’hañ kement tra a zo diret. Evit an aesañ… N’eus netra ! N’eus netra aes a-benn ar fin. An adlenn klok kentañ marteze, prantad ar peurlipat. Ur seurt garedon eo… |
![]() |
|
![]() |
Hag awen a gavit e levrioù skrivagnerien all a-wechoù ? Pe re ? Marteze a-walc’h, met hep rat din, dre hentoù diemouez. Ne gav ket din em befe kavet va awen el levrioù. Ul lonker levrioù zo ac’hanon avat. Pa lennan e lakaan evezh ouzh micher ar skrivagner kentoc’h : penaos e krog, penaos ez echu, piv zo bet lakaet da zaneveller ha perak, penaos e vez krouet an amva, peseurt labour zo bet graet war al lusk, penaos e vez lakaet al lenner da soñjal dre dammlavaroù, perak en deus al lenner c’hoant da vont war-raok, penaos e vez krouet ar suspens ma ‘z eus, peseurt implij a ra an aozer eus an anvioù gwan, peseurt mod e vezh eztaolet soñjoù an tudennoù gantañ, penaos e vez roet buhez d’an tudennoù, penaos e c’hoari ar skrivagner gant kronologiezh an darvoudoù… Erfin petra zo mat ha petra zo gwanoc’h el levr ? Mod-se e klaskan gwellaat va labour. |
|
|
Kaoz zo bet eus an danevelloù, met ar barzhoniezh hag an haiku a blij kalz deoc’h. Gallout a rit lâret un tamm hiroc’h deomp ? Pa oan krennard em eus kroget da skrivañ barzhonegoù, evel kalz tud yaouank, goude bezañ lennet Verlaine, Apollinaire ha Nerval el lise, ha neuze André Breton hag ar surrealourien p’edon studier. Barzhed Breizh ha barzhed ar bed bras am eus graet anaoudegezh ganto tamm-ha-tamm… |
![]() |
|
![]() |
Un awen disheñvel eo evit an haiku pe ar varzhoniezh ? Ya, disheñvel mat eo. Berr tre eo, a ouzer a-walc’h. Seitek silabenn, teir linennig. Un tenn-anal, tra ken. Arz an arselliñ eo. Arz ar par berr hag an tapout war ar prim. Un doare da santout ar gwirvoud o tifoupañ dre nerzh ur munud en endro. N’eus metaforenn ebet en haiku, met daou live distok eus ar gwirvoud a vez lakaet keñver-ha-keñver. Un troc’h zo etrezo. Pedet e vezer da sevel ur pont etre an daou live evit reiñ buhez d’an haiku, evit buhezañ anezhañ. |
|
|
Neuze kentoc’h barzh pe skrivagner danevelloù ? P’en deus skrivet e deizlevr beaj brudetañ, Ar wenodenn strizh e fin ar bed, en deus mesket Bashô ar c’homzoù plaen hag an haiku. Haibun a vez graet eus ar stumm-se. Ne lakfen troc’h ebet neuze, nemet ez eo ar varzhoniezh an arz diaesañ. Un arz dibosupl dre ouenn marteze. Biskoazh ne vez tizhet ar pal. Un hent eo met morse n’erruer e penn ar veaj. Kement-se ne lavarfen ket a-zivout an danevelloù. Met n’heller ket tremen hep mont en hent… Lakomp ez on ur skrivagner a guzh ur barzh en e sac’h-kein… |
![]() |
|
![]() |
N’haller ket gounit e damm bara diwar ar skrivañ e brezhoneg. Peseurt micher ho poa a-hend-all ? Re wir. Met ret eo gouzout ez eo rouez-tre ar skirvagnerien a vev diwar o fluenn er yezhoù komzet ar muiañ zoken. Pet skrivagner a vev diwar e bluenn e Bro-C’hall ? Tregont ? |
|
|
Pa n’emaoc’h ket o skrivañ, petra a blij deoc’h ober ? Bep mintin e salaouan podkastoù tra ma ran un tamm sport. Lenn a ran kalz. Plijout a ra din mont da gouronkañ er mor bemdez. Mont a ran da foetañ bro gant va gwreg ivez. Goude koan e plij deomp gwelout ur film pe ur stirad. Ur fest-noz bennak gant va bugale ha va bugale-vihan… Un tamm liorzhañ… Un diskouezadeg ur wech ar mare. Plijout a ra din an arzoù pleustrek : al livañ, ar c’hizellañ… Alies em eus kenlabouret gant arzourien (Daniela Jordanova, Vincent Lemesles…) evit skeudennaouiñ va zeskadoù barzhonegoù. A-hend-all e kenlabouran gant skipailh Al Liamm hag ezel on eus bodad programmiñ Étonnants Voyageurs. |
![]() |
|
![]() |
Ouzhpenn lenn a reer evel-just. Peseurt fimoù/stiradoù ha peseurt sonerezh a blij deoc’h ? O ! A bep seurt. « An holl zoareoù zo mat war-bouez an doare borodus, » a lavare Voltaire ! P’edomp o chom e Brest, va gwreg ha me, edomp ezel eus ur Cineclub. Filmoù kozh a welemp, hag unan a zisplege doareoù ar film da c’houde ha pep hini a roe e soñj. Ma gwreg zo ur mailh war ar fiñvskeudennerezh. Me n’on ket, met plijout a ra din. Memes tra gant ar sonerezh. Dre va gwreg hag a-drugarez da’m bugale em eus ledanaet un tammig va gouiziegezh, eus Arvo Pärt da Jean Cras, eus Barbara da Nolwenn Korbell ha Krismenn… |
Reun Menez Keldreg, melezour ur vuhez ?
e ti Barn
Kambr ar stered (buhezskrid Paol Kalvez diwar atersadennoù)
e ti Mouladurioù Hor Yezh
Daouzek Kur Izidor, gant kizhier
e ti Anagrammes
Gouloù Salomon, Solomon’s light
e ti An Alarc'h Embannadurioù
Daoulagad ar Werc’hez
e ti Keit Vimp Bev
Istor an Haiku a vremañ, Histoire du haïku contemporain
e ti Skol Vreizh
Linennoù buhez
e ti Skol Vreizh
Mignon d’ar gwez e oa ma zad (Studi), niv. 296 (1996)
Runargant (Barzhoneg), niv. 306 (1998)
Ihra ema in ri (Barzhoneg), niv. 315 (1999)
Huanadenn an ael (Danevell), niv. 371 (2008)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 378 (2010)
Kelaouennoù (Pennad-kelaouiñ), niv. 378 (2010)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 379 (2010)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 380 (2010)
Kouviadenn Tonton H (Danevell), niv. 382 (2010)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 382 (2010)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 383 (2010)
Kelaouennoù (Pennad-kelaouiñ), niv. 383 (2010)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 384 (2011)
Kelaouennoù (Pennad-kelaouiñ), niv. 384 (2011)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 385 (2011)
Kelaouennoù (Pennad-kelaouiñ), niv. 385 (2011)
Amann, Amen (Danevell), niv. 386 (2011)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 386 (2011)
Kelaouennoù (Pennad-kelaouiñ), niv. 386 (2011)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 388 (2011)
Kelaouennoù (Pennad-kelaouiñ), niv. 388 (2011)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 389 (2011)
Kelaouennoù (Pennad-kelaouiñ), niv. 389 (2011)
Ar marc’heg diwezhañ (Eñvorennoù), niv. 390 (2012)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 390 (2012)
Kelaouennoù (Pennad-kelaouiñ), niv. 390 (2012)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 391 (2012)
Kelaouennoù (Pennad-kelaouiñ), niv. 391 (2012)
Petra nevez ? (Pennad-kelaouiñ), niv. 392 (2012)
Kelaouennoù (Pennad-kelaouiñ), niv. 392 (2012)
Dedi (Danevell), niv. 394 (2012)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 394 (2012)
Kelaouennoù (Pennad-kelaouiñ), niv. 394 (2012)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 395 (2012)
Kelaouennoù (Pennad-kelaouiñ), niv. 395 (2012)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 396 (2013)
Kelaouennoù (Pennad-kelaouiñ), niv. 396 (2013)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 397 (2013)
Kelaouennoù (Pennad-kelaouiñ), niv. 397 (2013)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 398 (2013)
Kelaouennoù (Pennad-kelaouiñ), niv. 398 (2013)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 400 (2013)
Kelaouennoù (Pennad-kelaouiñ), niv. 400 (2013)
Ar c’harnedig ruz (Danevell), niv. 401 (2013)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 401 (2013)
Kelaouennoù (Pennad-kelaouiñ), niv. 401 (2013)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 402 (2014)
Kelaouennoù (Pennad-kelaouiñ), niv. 402 (2014)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 403 (2014)
Kelaouennoù (Pennad-kelaouiñ), niv. 403 (2014)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 404 (2014)
Kelaouennoù (Pennad-kelaouiñ), niv. 404 (2014)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 406 (2014)
Unan a zaou (Danevell), niv. 407 (2014)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 407 (2014)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 408 (2015)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 409 (2015)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 410 (2015)
Un dibab haiku (Barzhoneg), niv. 412 (2015)
Haiku, beaj e-kreiz bihanañ barzhoneg zo er bed (Prezegenn), niv. 412 (2015)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 412 (2015)
En ur lenn deizlevr Even dindan guzh (Danevell), niv. 413 (2015)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 413 (2015)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 414 (2016)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 415 (2016)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 416 (2016)
Kant vloaz zo, Iwerzhon (Studi), niv. 417 (2016)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 418 (2016)
Petra nevez ? (Pennad-kelaouiñ), niv. 419 (2016)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 420 (2017)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 421 (2017)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 422 (2017)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 424 (2017)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 425 (2017)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 426 (2018)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 427 (2018)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 428 (2018)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 430 (2018)
Limerick (Studi), niv. 431 (2018)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 431 (2018)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 432 (2019)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 433 (2019)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 434 (2019)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 436 (2019)
Kolier an Erminig 2019 (Prezegenn), niv. 437 (2019)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 437 (2019)
Serial Tutu (Danevell), niv. 438 (2020)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 438 (2020)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 439 (2020)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 440 (2020)
E govel hol lennegezh vihan... (Studi), niv. 442 (2020)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 442 (2020)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 443 (2020)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 444 (2021)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 445 (2021)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 446 (2021)
Linennoù an ene... (Studi), niv. 447 (2021)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 449 (2021)
Kenavo Paol (E koun), niv. 448 (2021)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 448 (2021)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 450 (2022)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 451 (2022)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 452 (2022)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 454 (2022)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 455 (2022)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 456 (2023)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 457 (2023)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 458 (2023)
Hor c’hoarezed ar gwez (Studi), niv. 459 (2023)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 460 (2023)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 461 (2023)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 462 (2024)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 463 (2024)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 464 (2024)
Enezenn an Angoni vat (Danevell), niv. 465 (2024)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 466 (2024)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 467 (2024)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 468 (2025)
Eugène Aulnette, an eizhvet breur (Studi), niv. 469 (2025)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 469 (2025)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 470 (2025)
Petra nevez? (Pennad-kelaouiñ), niv. 472 (2025)