Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 70 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...
Skrivagner ar miz
Yeun ar Gow a zo ur skrivagner brezhonek lakaet da vezañ unan eus ar re wellañ a zo bet en XXvet kantved. Noter e oa e Gouezeg.
Ganet eo d'ar 7 a viz Here 1897 e Pleiben ha marvet d'an 22 a viz C'hwevrer 1966 e Gouezeg abalamour d'an diabet (kleñved ar sukr). Ouzhpenn da se e oa peuzdall abaoe un nebeud bloavezhioù. Mab e oa da Yeun ar Gow ha da Varijanig Gwilhoù, o-daou genidik eus Pleiben (Penn-ar-Bed). E-pad e vugaleaj, pa oa pemp pe c'hwec'h vloaz, e reutaas e c'har da heul ur gwallzarvoud hag e voe rediet da chom gourvezet e-pad ur maread hir a-walc'h. E-plas mont da c'hoari mell-droad e chome da lenn levrioù er gêr. A-drugarez da se, en ur mod, eo deuet da vezañ gouiziek-tre. Ur beleg eus Pleiben a zesachas evezh Yeun ar Gow war ar brezhoneg ha traoù ar vro.
E desteni-studi gantañ, e chomas er gêr da skoazellañ e vamm intañvez abaoe 1907 pa varvas e dad. Ur pennadig amzer war-lerc'h, e reas labourioù bihan er vro a-raok mont da gomis e ti noter ar vourc'h. Damc'houde, ez eas da gKastellin da labourat evit an Ao. Gwiader-Després. E-pad ar Brezel bras e talc'has hemañ ar stal e-unan. An arnodennoù-Stad en e c'hodell, e kavas labour un tamm e pep lec'h dre ar vro (Pleiben(29), Pontrev(22), Pondi(56)) kent tapout ur plas a eil-noter e Ploudiern. Pa oa eno eo e voe kinniget dezhañ studi an Ao. Danieloù e Gouezeg. Anvet e voe da noter (Officier ministériel) gant ar Republik c'hall d'an 29 a viz Eost 1927.
E-doug ar bloaz-se ivez, e timezas gant ur plac'h eus Gouezeg anvet Anna Bozeg a varvas un nebeud bloavezhioù war-lerc'h. Amzer o doa bet memestra da gaout tri bugel. E vab Mikael a zo bet noter e Gouezeg ivez.
E vuhez-pad e klaskas gant daou vignon, Remont ar Porzh ha Frañsez Kervella, difenn ar yezh en ur embann levrioù e brezhoneg penn-da-benn. Kensevel a rejont ur gevredigezh : «Breuriez ar brezoneg er skolioù», a c'houlenne gant ar skolaerien kelenn e brezhoneg. E-pad an dalc'hidigezh alaman ne ehanas ket da embann skridoù e meur a gelaouenn: Arvor, Gwalarn, Sav. Goude ar brezel, e voe kaset da doull-bac'h Sant Charlez e Kemper abalamour d'e vennozhioù broadelour.
Savet eo bet e brezhoneg penn-da-benn, bevet en deus en un endro brezhonek hepken ha labouret en deus, ar pep brasañ eus e amzer, e yezh ar vro (er mare-se e ranke an holl notered staliet war ar maez e Breizh-Izel bezañ akuit war ar brezhoneg). Brezhoneger war ar pemdez e oa, gant e familh koulz ha gant e bratikoù.
Un deskadurezh kristen-tre en doa bet er gêr, ha santet e vez kement-se en e skridoù. Pouezus-kenañ e oa ar relijion evitañ. A-benn ar fin, e c'hellomp degemer e skridoù evel skouerioù talvoudus eus ur gevredigezh.
Broadelour e oa ha c'hoant en doa da welout e vro dizalc'h diouzh Bro-C'hall. Labouret en deus gant fealded evit Ministère de la Justice ar Republik C'hall e Breizh. Embann a rae e vennozhioù hep aon ebet, rak c'hoant en doa o defe ar skrivagnerien ar gwir da skrivañ ar pezh o doa c'hoant e brezhoneg hep bevañ gant an aon da vezañ harluet, toullbac'het pe c'hoazh drouklazhet.
C'hoant en deus bet Yeun ar Gow da skrivañ evit kaerded ar yezh. Klasket en deus a-hed e vuhez pinvidikaat ar yezh, hep klask implijout re a nevez-c'herioù, o sevel skridoù lennegezh, kelennadurezh ha studiadennoù yezh ivez. Un den asur eus e yezh e oa. Ur skrivagner pervezh ivez, ne laoske netra drochet, bastrouilhet pe c'hraet dreist penn-biz. Resis-tre e oa e zoare skrivañ. Paotr ar brezhoneg kaer e oa, skrivañ a rae e brezhoneg evel n'eus ket bet kalz oc'h ober. Evit ar braz eus an dud, ez eo Yeun ar Gow unan eus ar gwellañ skrivagnerien breizhat ha brezhoneger a zo bet.
Pedennou evit eun noz-veilh gant eun den maro, Ar Voulerien Unanet 1953.
Ar Person touer - C'hoari trubuilhus e tri devez hag e gwerzennou, 1961.
Ur galedenn a zen, Hor Yezh niv. 81a. miz Genver 1973. Skeudennoù gant Nono. Danevell bet moulet evit ar wech kentañ e miz Mae 1939 e-barzh ar gelaouenn Gwalarn, niverenn 126.
E Skeud Tour Bras Sant Jermen, 1955. Eñvorennoù. Adembannet gant Al Liamm 1978, hag Emgleo Breiz - Brud Nevez 2003.
Marc'heger ar Gergoad, Breuriez ar brezoneg er skoliou 1939, Hor Yezh 1994. Romant istorel.
Kontadennoù Kernev, div levrenn, Al Liamm 1998, 1999. Kontadennoù bet embannet e-barzh Brud pe Al Liamm.
Diwar Dorgenn Karreg-an-Tan, Mouladurioù Hor Yezh miz Gouere 1999.
Geriaoueg ha notennoù yezh, Hor Yezh 2000. Savet diwar notennoù an obereour e meur a gelaouenn, evel Sav pe War-du ar pal.
Ar gêr villiget, Mouladurioù Hor Yezh 2001.
Skridoù, Hor Yezh 2001. Eñvorennoù ha barzhonegoù.
Kontadennoù ha danevelloù : Contes & nouvelles (troet e galleg gant Mikêl Ar Gow ha Jefig Roparz), Al Leur Nevez 2005. Divyezhek.
Enez an Teñzor. Troidigezh diwar Robert Louis Stevenson ; Al Liamm 1997.
Abrobin. Diwar Robinson Crusoe Daniel Defoe. Al Liamm, 1964. Adembannet gant Al Liamm e 2005 e-giz : Daniel Defoe, Robinson Crusoe, Brezhoneg gant Yeun ar Gow.
Troet int bet diwar ar galleg moarvat. Hag evit Abrobin diwar ur skrid gallek skañvaet evit ar yaouankizoù.
"Al laer dienn", Gwalarn, niv 98, 1937, p20
"Ur skrivagner brezhonek dianvez : an Aotrou Moal", Gwalarn, Niverenn 136-137, 1941, p392
"Sorserezh beleg", Sav, Niverenn 11, 1938, p17
"Gerioù brezhoneg bev nebeut anavezet", War-zu ar pal, niverenn 1, 1938, p22
"Enezenn Iz goueledet er mor", a-gevret gant Y. an Diberder, SAV (kelaouenn) niverenn 19, 1941, p. 9-42
"Geriou brezoneg beo nebeut anavezet gant ar Skrivagnerien", SAV (kelaouenn) niverenn 19, 1941, p. 55
"Al levited nevez", Barr-Heol, niverenn 44, 1965, p55
"Tenzor al laeron-Vor", Feiz ha Breiz, 1937
"Yun ar C'halvez", Arvor, niverenn 55, 1942, p4
"Nedeleg Berc'hed", Breizh, niverenn 63, 1962, p1
"Kil rouanez Bro-Iwerzhon", Al Liamm, niverenn 49, 1955, p33
"Emgann an Tregont", Bleun-Brug, niverenn 39-40, 1951, p17
"Ar c'hoari bazh-dotu", Stur, niverenn 9, 1937, p47
"Les formes impersonnelles en breton (Quelques exemples dans le parler de Pleyben)", Annales de Bretagne"/i> niv. 70, 1963