Ur gelaouenn lennegel e brezhoneg penn-da-benn eo Al Liamm, ha
kement-se abaoe ouzhpenn 70 vloaz.
Pellgargit un niverenn skouer ...
Skrivagner ar miz
Daneveller, barzh, romantour, c'hoarivaour... Ne oa harzh ebet da ijin Jakez Riou. Yaouank e oa pa varvas, met laosket en doa ur roud dilamadus el lennegezh vrezhonek.
Ganet eo bet e Lotei en un tiegezh paour, mengleuzier e oa e dad ha nav bugel a oa da vagañ. Da zaouzek vloaz e voe kaset gant an Tadoù Pikpus d’ar skolaj en Hondarribia en Euskadi ha kement-se evit mont da veleg pe misioner. Seizh vloaz diwezhatoc’h e tistroas da Vreizh, douetañs ennañ war bouez e c’halvidigezh. Kaset e voe da soudard e dibenn ar brezel kentañ ha kemer a reas perzh e krogadoù e Bro-Elzas. Paket e voe gant ar flus hag ur pistik terzhiennek en e skevent. Disoudardet e voe e 1920.
Yann mil micher eo bet Jakez Riou ha tro-ha-tro en doa labouret e ti ur skeudenner lien hag un tenner poltriji, gwerzher mekanikoù skrivañ, skolaer kristen e oa bet ivez hag a-benn ar fin skridaozer evit ar gazetenn Le courrier du Finistère, e-lec’h ma oa e vignon Youenn Drezen o labourat. Eno e labouras etre 1928 ha 1931.
D’ar c’houlz ma oa mestr-studi e Skolaj Sant Loeiz e Brest e reas anaoudegezh gant Roparz Hemon hag e 1928 ec’h embannas er gelaouenn Gwalarn an danevell mil anavezet "Geotenn ar Werc’hez".
Dimeziñ a reas gant Marc’harid Griffon eus Douarnenez e 1930 ha mervel a reas seizh vloaz war-lerc’h tizhet gant an droug-skevent.
Techet e oa da beurlipat e skridoù betek re a soñj lod ha da deurel d’ar blotoù ar pezh a gave dister a-fet lennegezh a-feson.
Sed ar pezh a skrive Roparz Hemon diwar-benn yezh Jakez Riou el levr Geotenn ar Werc’hez embannet gant Skrid ha Skeudenn (1934): « Ur yezh dezhi hec’h-unan stag-mat ouzh yezh ar werin, adstummet avat gant ijin nerzhus an arzour. Gerioù ha lavaroù an dud vunut o paota enni, dibabet avat hag urzhiet ha bevaet hervez youl an den. Ur gwir yezh lennegel eta: ur benveg d’ar skrivagner da livañ e ene, ha tamm ebet ar sac’had lavarennoù boutin a dalv d’ar re all da fistilhañ. »
Un tamm goapaer ha farsour ar skrivagner p’en doa skrivet, da skouer, « Gorsedd digor », ur flemmskrid a-enep barzhed an emsav kentañ. Farserezh reut a laka ar c’hoarzh da zirollañ, evel ma lavare Youenn Drezen, a gaver ivez er pezh-c’hoari Nevenoe-Oe. Taolenniñ a ra J. Rioù pobl Vreizh diseblant da vat ouzh taolioù-kaer arme Nomenoe bet trec’h war ar Franked.
Geotenn ar Werc’hez, un dastumad danevelloù embannet gant Skrid ha Skeudenn (1934) hag adembannet gant Al Liamm e 1957
Nomenoe-Oe!, Skrid ha Skeudenn (1941)
An ti satanazet, Skridoù Breizh (1944)
Gorsedd digor, Moul. ar C’hastell (1928)
An Dogan, Skrid ha Skeudenn (1943)
Barzhonegoù:
« An Tousegi », « Ar feunteun zu », « Balafenn », « Serr-noz »